Confederate States Army
Deiziad krouiñ | 28 C'hwe 1861 |
---|---|
Brezel | Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika |
Diellaouet gant | National Archives and Records Administration |
Stad | Stadoù Kengevreet Amerika |
Aozadur mamm | Confederate States War Department |
Deiziad divodañ | 26 Mae 1865 |
Lu Stadoù Kengevreet Amerika (saozneg: Confederate States Army, CSA) anvet ivez Lu ar Su a oa bet savet d'an 28 a viz C'hwevrer 1861 evit difenn Stadoù Kengevreet Amerika savet ar memes bloavezh pa oa bet ar 7 Stad kentañ er Su o tiskleriañ an disrann diouzh ar peurrest eus ar Stadoù-Unanet.
Roet e oa bet lamm dezhi goude ma vije bet trec'het e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika (1861-1865).
Istor lu Stadoù Kengevreet Amerika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 28 a viz C'hwevrer 1861 ar C'hendalc'h Kengevreet da c'hortoz a vot evit sevel ul lu emzifenn savet gant tud a youl vat ha dindan urzhioù Prezidant Stadoù Kengevreet Amerika, an ez-koronal Jefferson Davis.
Etre ar 6 hag an 9 a viz Meurzh 1861 ar C'hendalc'h Kengevreet da c'hortoz a sav lezennoù milourel spisoc'h gant ar pal kaout ul lu dibad. Ne c'haller ket gouzout pet a dud o deus servijet e Lu Stadoù Kengevreet Amerika abalamour ma oa diglok pe distrujet rolloù Stadoù Kengevreet Amerika. Dre-vras e vez laret e vefe bet etre 750 000 hag ur 1 000 000 soudard. Gant ar sifroù-se ne vez ket kontet ar sklaved enrollet evit al labourioù e-maez ar stourm nag ar sklaved pe sklaved dieubet a emezelas el lu. Ne vez ket kontet kennebeut an niver a soudarded a servijas en Nerzhioù morlu Kengevreet.
Renkoù hag ardamezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Renkadur an ofiserien e lu Stadoù Kengevreet Amerika | ||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Jeneral | Koronal | Letanant Koronal | Major | Kabiten | Kentañ Letanant | Eil Letanant | ||||
-
General (kengevreet) -
Koronal (Skouer an Troadegiezh) -
Letanant Koronal (Skouer al lec'h penn d'al lu) -
Major (Skouer Korf ar medisinerezh) -
Kabiten (Skouer ar bagad Marine) -
Kentañ Letanant (Skouer ar c'hanolierezh) -
Eil Letanant (Skouer ar marc'hegiezh)
Enlisted rank structure | ||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Serjant Major | Quartermaster Sergeant | Serjant urzhier | Kentañ serjant | |||||||
Serjant | Kaporal | Soner | Soudard | |||||||
ardamez ebet | ardamez ebet |
Lu Stadoù Kengevreet Amerika en doa un doare da choaz an ofiserien disheñvel eus al luioù all an holl ofiserien dindan ar renk a Jeneral brigadenn a oa choazet dre ur vot gant ar soudarded dindan o urzhioù.
Soudarded zu
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Soudarded du a oa bet e Lu Stadoù Kengevreet Amerika. Chomet e oa dianav ar fed-se betek nepell 'zo met studiadennoù a grog da vezañ savet evit kompren gwelloc'h piv, perak ha pet a dud du a oa bet o stourm evit ar Su.
Lu Stadoù Kengevreet Amerika hiziv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lu Stadoù Kengevreet Amerika a vez implijet kalz er Stadoù-Unanet evit an adsevel istorel. E su ar Stadoù-Unanet e vez ul liamm karantezus don etre annezidi an tiriad ha simboloù Stadoù Kengevreet Amerika, anezho re Lu Stadoù Kengevreet Amerika.
Adkemer er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika a zo ur vammenn difin er sevenadur, er Stadoù-Unanet pe dre ar bed.
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Battle of Bull Run, Francis Ford, 18 a viz Meurzh 1913
- Gods and Generals, Ronald F. Maxwell, embanner Warner Bros. Pictures, 2003
Bandennoù-treset
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Les Tuniques bleues : Bull Run (albom 27), gant Lambil ha Cauvin, embannadurioù Dupuis, 1987
Sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dixie (anvet ivez Dixie's Land), a zo ur ganaouenn pobl a orin amerikan.
- When Johnny Come Marching Home kanaouenn pobl amerikan savet e-pad ar brezel.
- The Night They Drove Old Dixie Down kanaouenn gant ar strollad The Band