Concepción Arenal
Concepción Arenal | |
---|---|
E 1893, oadet 73 vloaz | |
Titouroù personel | |
Anv | Concepción Arenal Ponte |
Ganedigezh | 31 Genver1820 Ferrol, A Coruña Galiza |
Marv | 4 C'hwevrer 1893 Vigo, Pontevedra Galiza |
Tiegezh | |
Pried | Fernando García Carrasco |
Bugale | 3 |
Stummadur | |
Studioù | Universidad Complutense Madrid[1] |
Titouroù micherel | |
Micher | Kazetennerez Skrivagnerez Stourmerez |
Yezhoù | Spagnoleg Galleg |
Danvezioù | Gwir kastizel Gwir ar bac'hoù Barzhoniezh |
Concepción Arenal Ponte (Ferrol, 31 a viz Genver 1820 - Vigo, 4 a viz C'hwevrer 1893) a voe ur weladennerez bac'hoù aotreet war ar Gwir, ur gazetennerez hag ur skrivagnerez e luskad ar Realouriezh lennegel. Ezel e oa eus Kevredigezh San Vincenç de Pau (KSVP), ma voe oberiant adalek 1859.
Dre he skridoù e tifennas labour ar c'humuniezhioù relijiel e Spagn. Kenlabourat a reas er Boletín de la Institución Libre de Enseñanza ("Kannadig Ensavadur Frank an Deskadurezh"). A-hed he buhez e tiskulias stad bac'hoù ar wazed ha re ar maouezed, an dienez en tiez-yec'hed, ar c'hochennerezh hag aoz ar maouezed, da heul luskad mouezhiacherezed ha diorroerezed ar venelouriezh e Spagn an XIXvet kantved[2].
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bugaleaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe Concepción Arenal Ponte e Ferrol (Galiza) da Ángel Arenal Cuesta (*1790 en Armaño, Kantabria), ur soudard sarjant-major[3] a voe kastizet meur a wech abalamour d'e vennozhioù frankizour enep hollveliegezh ar roue Fernando VII, ha María Concepción Ponte Mandiá Tenreiro (*1795 e Ferrol).
Da-heul e chomadennoù er c'harc'har e klañvaas an tad kent mervel e miz Genver 1829, o lezel un intañvez ha teir emzivadez : Concepción, Luisa hag Antonia. E-kerzh ar bloaz e tilojas an tiegezh da Armaño da vevañ e ti ar vamm-gozh a-berzh tad, ma resevas Concepción ur stummadur katolik eus ar re greñvañ. Bloaz diwezhatoc'h e varvas he c'hoar Luisa, an hini yaouankañ. E 1834, gant skoazell he c'har Antonio Tenreiro, eil kont Vigo, ez eas an tiegezh da Vadrid ma studias Concepción, 14 vloaz, en ur skolaj evit dimezelled.
Skol-veur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abred-tre he devoa Concepción disklêriet he c'hoant da vont da alvokadez. Pa voe 21 bloaz e rankas gwiskañ dilhad ur gwaz — levitenn, kabell ha tog moull uhel — ha troc'hañ he blev evit gallout mont da selaou kentelioù e kevrenn ar Gwir e Skol-veur Madrid. Goude diskuliet an dro e voe lakaet gant ar rener da dremen un arnodenn, a voe ker mat ma voe aotreet da heuliañ ar c'hentelioù, ar pezh a reas adalek 1842 betek 1845.[4],[5]
Gwisket evel ur gwaz bepred, Concepción Arenal a gemeras perzh e bodadegoù politikel ha lennegel ; abalamour d'he mennozhioù frankizour hag araokour e kenlabouras gant ar gazetenn La Iberia ivez.
E 1848 e timezas gant an alvokad ha skrivagner Fernando García Carrasco, a varvas diwar dorzhellegezh nav bloaz diwezhatoc'h, e 1857.
Labour ha kenlabour en aozadurioù kevredigezhel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]P'en em gavas intañvez gant daou vab (Fernando, 1850 ha Ramón, 1852), e tilojas da Botez (Kantabria), ma reas anaoudegezh gant ur soner yaouank katolik deol anvet Jesús de Monasterio (1836–1903), a oa kentañ kadoriad KSVP. Monasterio eo an den hag a sachas evezh Concepción Arenal war an oberoù dengar kaset da bennvat gant ar Gevredigezh ; ker kreñv e vo e levezon ma tivizas Concepción sevel strollad maouezed KSVP e Potes e 1859. A-neuze e voe oberiant-kenañ war an tachennù kevredigezh ha dengar[6].
Diwar he labour e KSVP e savas he skrid La beneficencia, la filantropía y la caridad ("Ar madobererezh, an dengarouriezh hag ar garitez", 1861) — dediet da Juana de Vega, kontez Espoz y Mina (1805–1872) — hag a ginnigas d'ar genstrivadeg aozet gant Akademiezh Roueel ar Skiantoù Buhezegezhel ha Politikel dindan anv he mab Fernando, a oa 10 vloaz d'ar mare. Goude meur a dabut diwar-benn an doare direizh da ginnig he skrid er genstrivadeg e voe deroet ar priz dezhi ; Concepción Arenal a voe ar vaouez kentañ bet gopradennet gant an Akademiezh. El labour-se ez embann ez eo a-drugarez da levezon ar relijion gatolik war diorroadur spered ar madobererezh, hervezi, ma voe digoret kalz minic'hi deol e Spagn.
Nebeut goude ez embannas Manual del visitador del pobre (1863), a voe troet en alamaneg, galleg, italianeg, poloneg ha saozneg. Ken dedennet gant al labour-se e voe pennrener ar C'harc'harioù ha maodiern ar Justis ma voe Concepción Arenal anvet da ensellerez karc'harioù ar maouezed e 1864[7], ar vaouez kentañ o vout anvet er post-se ; betek 1865 e voe e karg.
Diwezhatoc'h ez embannas Concepción Arenal levrioù barzhoniezh hag arnodskridoù, en o zouez Cartas a los delincuentes (1865), Oda a la esclavitud (1866) — a voe gopradennet gant Kevredigezh Enepsklavelour Madrid, El reo, el pueblo y el verdugo ha La ejecución de la pena de muerte (1867).
E 1868, e voe anvet da ensellerez Tiez-kastiz ar Merc'hed ha tri bloaz goude, e 1871, e krogas da genlabourat gant ar gelaouenn La Voz de la Caridad e Madrid, ma skrivas e-pad pevarzek vloaz diwar-benn an dienez er bed a oa tro-dro dezhi.
En dael a voe a-zivout ar frankiz kravezel e 1871 e-kerzh ren Amadeo Iañ Spagn e savas Concepción Arenal evit ma tistroje C'hoarezed ar Garitez d'an tier a vadobererezh. E La Voz de la Caridad e skrivas e oa pouezhus-tre ma vije ar relijion en doare tier kevredigezhel-se, hag aspediñ a reas ar Stad evit ma lakaje ar gwir da vout relijiel a-live gant ar gwir da vout direlijion — mat e oa chom hep lakaat ar relijion da ret, hogen mat e oa ivez chom hep lakaat berz war ar relijion[8]. E La Voz bepred e roas titouroù diwar-benn bed ar garitez hag ar c'harc'harioù.
E 1872 e tiazezas ar gevredigezh Constructora Benéfica d'ober war-dro sevel tiez marc'had-mat evit al labourerien. Diwezhatoc'h e kenlabouras evit sevel Kroaz Ruz ar Sikour (Cruz Roja del Socorro) e Spagn evit gloazidi ar brezelioù karlour, e penn un ospital milourel e Miranda de Ebro (proviñs Burgos)[9].
E 1877 ez embannas Estudios penitenciarios.
D'ar 4 a viz C'hwevrer 1893 e varvas Concepción Arenal e Vigo, ma voe beziet. War he bez emañ skrivet sturienn he buhez : « A la virtud, a una vida, a la ciencia » ("D'ar vertuz, d'ur vuhez, d'ar skiant").
Met he lavarenn vrudetañ eo Odia el delito y compadece al delincuente, "Kazout a ra ar felladenn ha kendrueziñ d'ar feller", ar pezh a laka berr-ha-berr he sell war ar fellerien evel kenderc'hadoù eus ur gevredigezh moustret ha moustrus.
Benelouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Concepción Arenal a voe unan eus diorrerezed kentañ ar venelouriezh e Spagn. En he levr kentañ diwar-benn gwirioù ar maouezed, La mujer del porvenir ("Maouez an dazont", 1869) e savas enep an arlakadennoù hag a lakae ar maouezed da zisteroc'h eget ar wazed abalamour da abegoù bevoniel. A-du e savas evit ma c'hellje ar maouezed kaout digor d'an holl liveoù en deskadurezh, hogen e lod micherioù hepken rak hervezi ne oa ket gouest ar maouezed da embreger an aotrouniezh. Er penn-kentañ ne voe ket a-du gant o ferzh er vuhez politikel abalamour da wall-zistroioù a c'hellje bezañ, ha da ezañ rediet da guitaat o zi hag o familh. Diwezhatoc'h avat e skrivas :
Es un error grave y de los más perjudiciales, inculcar a la mujer que su misión única es la de esposa y madre [...]. Lo primero que necesita la mujer es afirmar su personalidad, independientemente de su estado, y persuadirse de que, soltera, casada o viuda, tiene derechos que cumplir, derechos que reclamar, dignidad que no depende de nadie, un trabajo que realizar e idea de que es cosa seria, grave, la vida y que si se la toma como un juego, ella será indefectiblemente un juguete.
"Ur gwall fazi hag unan eus ar re noazusañ eo sankañ e spered ar maouezed ez eo o c'hefridi nemeti bezañ ur pried hag ur vamm [...]. Kentañ tra o deus ar maouezed ezhomm eo kadarnaat o fersonelezh, forzh pe zere e vefe o hini, ha bezañ peursur, ha pa vefent dizimez, dimezet pe intañvezed, o deus gwirioù da embregiñ, gwirioù da c'houlenn start, ur bri dizalc'h diouzh den pe zen, ul labour d'ober hag ar c'heal ez eo ar vuhez un dra sirius, grevus, ha mard he embregerer evel ur c'hoariell e voe ur c'hoariell dre ret. "– Concepción Arenal, La educación de la Mujer (1892)
E 1882, Concepción Arenal a gemeras perzh dre lizher er C'hendalc'h pedagogel spagnat-portugalat-suamerikan e Madrid, gant un degasadenn a-zivout « Deskadurezh ar maouezed » er pempvet rann anvet « Meizad ha bevennoù deskadurezh ar maouezed, hag o barregezhioù micherel ». Er rann-se e voe breud diwar-benn al liammoù hag an diforc'hioù etre ar wazed hag ar maouezed, an doareoù da sevel ur reizhiad mat a zeskadurezh ha diplomoù evit ar maouezed, barregezhioù ar maouezed evit ar c'helenn, ar barregezhioù evit ar micherioù all hag o bevennoù, ha deskadurezh-korf ar maouezed.
Ouzhpenn da gement-se e skrivas e oa ar maouezed barrek war ar c'helenn pergen, hag e oa arabat o forchiñ diouzh ar micherioù all, war-bouez ar re vilourel. Hervezi e oa gwelloc'h kelenn an eil derez er gêr abalamour d'an endro fall a vez en ensavadurioù, hag e c'helle ar maouezed heuliañ kentelioù ar skolioù-meur gant ma vije digoust ha ma tougje ar studierien ar bri a zo dleet d'o c'hamaladezed. A-du e savas ivez gant deskadurezh-korf ar maouezed ha diorrroadur ar yec'hederezh en enep d'un hengoun a vrude an difiñv hag an euzh ouzh ar c'horf, a vije mammenn meur a viloni.
En he arnodskrid El trabajo de las mujeres ("Labour ar maouezed", 1891) e savas enep an dister ma veze prientet ar maouezed evit al labourioù greantel ; diwar kement-se ha diwar ur c'hevezerezh didruez e teue goproù bihan e-keñver strivoù bras e-pad hir amzer. Kinnig a reas Concepción Arenal ma vije roet d'ar maouezed kement benveg-deskiñ a veze roet d'ar wazed, ha ma vije diframmet ar c'horfoù-micher peogwir ne raent nemet lakaat an traoù war an tu gwazh, hervezi bepred.
Diskouez a reas ivez an diskemm etre ar maouezed a veze o c'hoeñviñ en un digasted dinerzhus hag ar re a veze dizeriet gant ul labour start. Ne c'helled ket, a skrivas-hi, kenderc'hel gant ar bec'h diboell etre "ar bed a-vremañ" hag "ar maouezed a-wechall" ; an doare mat nemetañ da advevañ ar gevredigezh a vije "kelenn armaouezed en arzoù, er skiantoù hag ar greanterezh", ha kement-se abalamour ma ne c'hall bout urzh armerzhel ebet ha lempouez ebet keit ha ma vo an hanter eus an denelezh e dalc'h un hêrezh, ur skoazell digant ar familh pe an aluzen evit na gouzañv diwar an naon pe an diboellerezh[10].
Ar gwellañ micherioù evit ar maouezed a vije « orolajerez, dalc'herez levrioù er c'henwerzh, livourez podoù pri, kelennerez, apotikerez, alvokadez, mezegez evit ar vugale hag ar merc'hed ha belegez met neket leanez. Hini ebet ne zleje mont war-du ar politikerezh pe ar vuhez vilourel », emezi. Ar maouezed a rankje klask ar micherioù-se, rak er wazed ez eus « dougoù sultaned, marsoñjoù gouezidi ha dezevioù beleien. » A-zivout ar c'hloer e skrivas « dre vras e vezont dizesk-kenañ, ne fell ket dezho e vije desket maouez pe vaouez, gwelloc'h eo sikour ganti hag he derc'hel en diouiziegezh. »[11]
Concepción Arenal a voe unan eus prederourezed ar gatoligiezh kevredigezhel, evel m'en diskouez he skridoù e La Voz de la Caridad hag evel-se e voe anavezet gant ar jezuist J. Alarcón er gelaouenn Razón y Fe (1900-1902) abalamour ma oa anezhi « uhelvennad ur venelouriezh a c'helled degemer » ha ma oa « ur Spagnolez e gwirionez ha ur gatoligez penn-kil-ha-troad »[12].
En desped da gement-se e voe Concepción Arenal ur skrivagnerez na veze ket lennet kalz, a veneged en un doare distag diouzh ar c'henarroud, ha da zireizhkredourez e veze lakaet gant an darn vuiañ eus katoliged ha katoligezed he amzer.
A-enep emsavioù ha trubuilhoù politikel ar Sexenio Democrático (1868-1874) e voe krouet e Spagn an Acción Católica, ul luskad mirour hag a stourmas dizehan enep mennozhioù Concepción Arenal a veze brudet gant an Asociación Nacional de Mujeres Españolas.
Dre hanterouriezh Concepción Arenal e c'hallas María Victoria dal Pozzo, pried ar roue Amadeo Iañ Spagn, kenderc'hl da gas arc'hant evit ar rebaour, daoust d'ar rouanez bout en harlu e Portugal abaoe diskar ar roue e 1873.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1851 : Fábulas en verso originales, Castalia Ediciones, 1995 (ISBN 978-84-7039-696-0)
- 1861 : La beneficencia, la filantropia y la caridad, Ediciones Cinca, 2015 (ISBN 978-84-15305-97-2)
- 1863 : Manual del visitador del pobre • (fr) Manuel du Visiteur du Pauvre, Forgotten Books, 2017 (ISBN 978-0-266-02518-4) • Manuel du visiteur du pauvre (1864), Forgotten Books, 2017 (ISBN 978-0-266-02518-4)
- 1865 : Cartas a los delincuentes,Forgotten Books, 2018 (ISBN 978-0-666-48323-2)
- 1867 : El reo, el pueblo y el verdugo, o la ejecución pública de la pena de muerte, Forgotten Books, 2018 (ISBN 978-0-267-36412-1)
- 1868 : La voz que clama en el desierto, A Coruña, Tipografía de la Casa de Misericordia
- 1869 : Examen de las bases aprobadas por las Cortes, para la reforma de las prisiones, Madrid, Imprenta de la Revista de Legislación
- 1869 : La mujer del porvenir, Linkgua, 2014 (ISBN 978-84-9816-662-0)
- 1877 : Estudios penitenciarios, Madrid, Imprenta de T. Fortanet
- Las colonias penales de la Australia y la Pena de deportacion – Á todos: Examen de las bases aprobadas por las Cortes para la reforma de las prisiones – La cárcel llamada Modelo, Madrid, Imprenta de T. Fortanet
- 1879 : Ensayo sobre el derecho de gentes, Gale – Making of Modern Law, 2013 (ISBN 978-1-289-35494-7)
- 1880 : Mi vida – A... que me pedía con insistencia apuntes para escribir mi biografía e La Ilustración Gallega y Asturiana, 31 (8 Du 1880, p. 385)
- Hay Irlanda, pero no Cobden, e La Ilustración Gallega y Asturiana, 34 (8 Kerzu 1880, pp. 418–419)
- Cuadros de la guerra carlista, Editorial Renacimiento, 2008 (ISBN 978-84-8472-195-6)
- La cuestión social – Cartas a un obrero y a un señor, Wentworth Press, 2018 (ISBN 978-0-274-60467-8)
- 1881 : La instrucción del pueblo, Nabu Press, 2012 (ISBN 978-1-275-00174-9)
- 1883 : La mujer de su casa, Forgotten Books, 2018 (ISBN 978-0-666-73048-0)
- 1884 : Idea del cielo en Almanaque de las damas para 1885, Puerto Rico, Imprenta y Librería de José González Font
- 1892 : La educación de la mujer, Júcar, 1974 (ISBN 978-84-334-0177-9)
- 1892 : El delito colectivo, Forgotten Books, 2018 (ISBN 978-0-267-36412-1)
Hêrezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Meur a vonumant zo bet savet ha meur a straed zo bet anvet en enor da Goncepción Arenal e Spagn, Arc'hantina hag [, ma [Uruguay]].
- E 2012 e teuas er gouloù ar film anvet Concepción Arenal, la visitadora de cárceles, sevenet gant Laura Mañá; an aktourez Blanca Portillo a c'hoari roll Concepción Arenal.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (es) Campo Alange, María : Concepción Arenal 1820–1893 – Estudio biográfico documental, Ediciones de la Revista de Occidente, 1973 (ASIN : B00FC69QSO)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (es) Concepción Arenal Ponte. Kavet : 12 Du 2019.
- (es) Biografía de Concepción Arenal. Kavet : 12 Du 2019.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Complutense zo ur ger latin, stumm dijener complutens hag a dalv « eus kêr Alcalá de Henares », a oa anvet Κόνπλουτον Kónplouton en henc'hresianeg ha Complūtum e latin ; un hêrezh da Skol-veur Alcalá de Henares eo Universidad Complutense Madrid.
- ↑ (es) 'Concepción Arenal, la visitadora de prisiones, e La Vanguardia, 04/04/2014. Kavet : 12 Du 2019.
- ↑ Ur renk par da letanant-koronal, kefridiet en emelladennoù milourel hag er melestradur.
- ↑ (es) Nash, Mary : Seneca Falls : un siglo y medio del Movimiento Internacional de Mujeres y la lucha por el sufragio femenino en España, Gobierno del Principado de Asturias, 2002.
- ↑ (es) Valcárcel, Amelia : Feminismo en un mundo global, Ediciones Cátedra, 2013 (ISBN 978-84-376-3192-9)
- ↑ Biblioteca Virtual Miguel de Cervantes: Biografía de Concepción Arenal
- ↑ (es) Dorado Montero, Pedro (1892) : Concepción Arenal: estudio biográfico, Madrid : La España Moderna, p. 13 • 'AbeBooks'. Kavet : 12 Du 2019.
- ↑ (es) Simón Palmer, María del Carmen (2014) : La mirada social en la prensa: Concepción Arenal, en 'Arbor, 190 (767). Kavet : 12 Du 2019.
- ↑ Brezelioù karlour : tri brezel diabarzh etre dalc'hidi mirour Carlos, kont Molina hag araokadourien, e 1833-1840, 1846-1849 ha 1872-1876.
- ↑ (es) Vásquez Ramíl, Raquel (2006) : 'La Institución Libre de Enseñanza y su aportación a la educación de la mujer española'. Kavet : 13/11/2019.
- ↑ La educación de la Mujer.
- ↑ (es) 'Razón y Fe'. Kavet : 13/11/2019.