Mont d’an endalc’had

Cleopatra (Artemisia Gentileschi)

Eus Wikipedia
Cleopatra, gant Artemisia Gentileschi.

Cleopatra zo un daolenn gant al livourez italian Artemisia Gentileschi graet e 1620.

Un eoulivadur war lien eo, 97 cm x 71,5 dezhañ. En dastumad ar Fondazione Cavallini-Sgarbi emañ, e Ferrara en Italia.

E-pad pell e oa bet laket war gont Guido Cagnacci. "Daskoret" eo bet ken ar fin da Artemisia Gentileschi, anavezet eo evel un oberenn eus ar mare m'edo o chom e Firenze.

Amañ e weler ur Gleopatra lart ha gadal, livet hervez doare he mestr war an naturalouriezh, ha oa ivez hini he zad Orazio), Michelangelo Merisi da Caravaggio.

En un daolenn all e kavimp Cleopatra hirvoan, war he zalaroù, flemmet gant un naer.

Diwar-benn an daolenn-se en deus skrivet Vittorio Sgarbi: «Gwirvoudelezh a-grenn, hep disteraat tamm... Eus ar Gleopatra-mañ e klevomp ar c'hwezh hag ar c'hwezenn... Ur vaouez eo, netra ken, korf a-raok ene...»

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]