Christophe Dettinger

Eus Wikipedia

Christophe Dettinger lesanvet « le Gitan de Massy », ganet d'an 3 a viz Mae 1981, a oa ur boksour a vicher gall. Bet eo bet kampion Bro-C'hall evit ar rann ponner-lijer en 2007 ha 2008.

Luskad ar jiletennoù melen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo bet d'an 9 a viz Genver 2019 e Pariz pa oa bet filmet o lopañ war jandarmed e-pad ur vanifestadeg eus Luskad ar jiletennoù melen.

Komzoù Emmanuel Macron[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ar brud savet tro-dro da Christophe Dettinger, ha dreist-holl an harp roet dezhañ, ar prezidant Emmanuel Macron en doa embannet: "Le boxeur, la vidéo qu'il fait avant de se rendre, il a été briefé par un avocat d'extrême-gauche. Ça se voit ! Le type, il n'a pas les mots d'un Gitan[1]. Il n'a pas les mots d'un boxeur gitan."[2].

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]