Chokoladenn

Eus Wikipedia
Chokoladennoù en o boest.

Ar chokoladennoù zo madigoù graet gant chokolad ha traoù all e-barzh evel pralin, kraoñ-kelvez, likor, karamel, ganach, nougad, spisoù hag all. N'o deus nemet ment ur begad, ha kalz stummoù a c'hallont kaout. En ur voest e vezont kinniget peurliesañ, en ur sac'hig a-wechoù, ha lod anezho a c'hall bezañ paket en ur baperenn. Profet ha debret e vezont da-geñver darvoudoù ha gouelioù evel Nedeleg, ar bloaz nevez, Pask, un deiz-ha-bloaz bennak hag all.

Pralinennoù belgiat.

Hervez al lezenn e Frañs e tle ur "madig chokolad" bezañ aozet gant 25% a chokolad d'an nebeutañ. Graet e vezont en ur mod greantel en ur fabrik pe en ur mod artizeneloc'h gant ur artizan chokoladour.

Gwerzhet e vezont e stalioù anvet chokoladerezhioù pe stalioù-chokolad, gant un den anvet ar chokolader, pe er gourmarc'hadoù ha stalioù-bara en ur priz izeloc'h alies.

Ar chokoladerezh eo an arz hag ar vicher da aozañ chokoladennoù ha traoù all e chokolad evel tablezennoù ha vioù Pask. Emañ chokoladennoù Bro-Velgia ha Bro-Suis e-touez ar re vrudetañ.

Kalz seurtoù chokoladennoù a zo, setu un nebeud re :

  • an drufenn chokolad
  • ar bralinenn eus Bro-Velgia
  • ar bapilhotenn (eus Lyon)
  • chokoladennoù Mon Chéri, graet gant an embregerezh Ferrero, gant ur gerezenn goñfizet ha likor kerez e-barzh.

E chokolad du, chokolad laezh ha raloc'h e chokolad gwenn e vezont aozet.

War dachenn ar yec'hed eo ar chokoladennoù boued sukret ha n'eo ket aliet debriñ re anezho. Ar chokolad avat, a zegas elfennoù dedennus, gwelit ar pennad chokolad evit gouzout hiroc'h.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]