Chlorophanes spiza

Eus Wikipedia
Chlorophanes spiza

Ur par Chlorophanes spiza.


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Passeriformes
Kerentiad : Thraupidae
Genad : Chlorophanes
Anv skiantel
Chlorophanes
Reichenbach, 1853
Anv skiantel
Chlorophanes spiza
(Linnaeus, 1758)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Chlorophanes spiza[1] a zo ur spesad golvaneged bihan eus ar c'herentiad Thraupidae.

Anvet e voe Motacilla Spiza (kentanv) da gentañ-penn (e 1758)[2] gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778).
Ar spesad nemetañ er genad Chlorophanes an hini eo.

Doareoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur barez Chlorophanes spiza

Glas e vez pluñv ar pared, ha gwer re ar parezed.

  • Un hinienn he fluñv glas ha gwer war an hanter zo bet luc'hskeudennet e Colombia e 2023[3]

Boued[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bevañ a ra diwar artropoded ha frouezh[4].

Annez hag isspesadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar spesad a gaver ar seizh isspesad[5] anezhañ e Mec'hiko, Kreiz ha Suamerika :

  • Chlorophanes spiza argutus, eus reter Honduras da walarn Kolombia,
  • C. s. axillaris, e reter ha gevred Brazil,
  • C. s. caerulescens, eus kreisteiz-kreiz Kolombia, dre reter Ecuador ha reter Perou da greiz Bolivia ha kornôg Brazil,
  • C. s. exsul, e mervent Kolombia ha kornôg Ecuador,
  • C. s. guatemalensis, eus kreisteiz Mec'hiko da Honduras,
  • C. s. spiza, en Enez Trinidad, reter Kolombia, Venezuela (nemet kornôg-pellañ), Gwianaoù ha hanternoz Brazil,
  • C. s. subtropicalis, e hanternoz ha kreiz Kolombia, kornôg Venezuela.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.