Chiricahua (pobl)

Eus Wikipedia
Ar meuriadoù Apache war-dro an XVIIIvet kantved (Ch – Chiricahua, WA – Western Apache, N – Navajo, M – Mescalero, J – Jicarilla, L – Apache Lipan, Pl – Apache ar blaenenn

Ar bobl Chiricahua (pe Chiricagua, pe Apached Chiricahua, Chiricagui, Chiricahui, Chiricahues, Chilicague, Chilecagez) (distagañ /ˌtʃɪrɨˈkɑːwə/) a zo ur bodad meuriadoù Apach (pe Apache) hag a veve gwechall e mervent New Mexico ha gevred Arizona e SUA, hag en hanternoz Sonora ha Chihuahua e Mec'hiko, daoust ma n'haller ket resisaat harzoù o douaroù. Int-i e oa ar bobl diwezhañ da zerc'hel penn ouzh arme gouarnamant SUA. Bremañ ez eus daou skourr degemeret gant gouarnamant SUA, ar Fort Sill Apache Tribe en Oklahoma, hag ar meuriad Chiricahua e New Mexico.

Ar bagadoù Apache ha Navajo zo un darn eus an ergerzhadeg Athabaskan da Nozhamerika eus Siberia dreist strizh-mor Bering.


O renerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anavezet eo: