Chicken Little (film, 2005)

Eus Wikipedia
Ur pennad Chicken Little zo ivez.

Chicken Little a zo ur film tresadennoù-bev hir[1] saoznek ar skeudennoù sintetek anezhañ, sevenet gant ar filmaozer stadunanat Mark Dindal (1960-).
Awenet e voe saverien ar senario pui pe vui gant ar gontadenn hengounel Henny Penny a reer Chicken Little anezhi e Stadoù-Unanet Amerika (SUA).

Produet gant Walt Disney Feature Animation ha Walt Disney Pictures e voe skignet gant Buena Vista Film Distribution Company, Inc., evit ar wech kentañ, d'an 30 a viz Here 2005[2] e Los Angeles[3] (SUA). C'hwec'hvet film bevaat ha daou-ugent ar Studioioù Disney e oa, war-lerc'h Home on the Range (e miz Meurzh 2004) hag a-raok Meet the Robinsons (e miz Meurzh 2007).

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ur vunutenn ha pevar-ugent e bad.
  2. (en) Chicken Little war Internet Movie Database.
  3. Kentaenn