Meet the Robinsons

Eus Wikipedia

Meet the Robinsons a zo ur film tresadennoù-bev hir[1] saoznek, sevenet gant ar filmaozer stadunanat Stephen Anderson (1967-).
Awenet e oa bet saverien ar senario gant al levr evit ar vugale A Day with Wilbur Robinson, savet ha skeudennaouet gant ar skrivagner stadunanat William Joyce (1957-), a voe embannet e 1990.

Produet gant Walt Disney Animation Studios e voe skignet gant Walt Disney Pictures, evit ar wech kentañ, d'an 23 a viz Meurzh 2007[2] er Rouantelezh-Unanet. Seizhvet film bevaat ha daou-ugent ar Studioioù Disney e oa, war-lerc'h Chicken Little (e miz Here 2005) hag a-raok Bolt (e miz Du 2008).

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Pemzek munutenn ha pevar-ugent e bad.
  2. (en) Meet the Robinsons war Internet Movie Database.