Cheux
Kumunioù Bro-C'hall | |
---|---|
Anv | Cheux |
Skoed | |
Lec'hiadur Cheux e Kanton Tilly-sur-Seulles hag en Arondisamant Caen | |
Riez | Bro-C'hall |
Rannvro | Normandi |
Departamant | Calvados |
Bro hengounel | Bessin |
Arondisamant | Caen |
Etrekumuniezh | Communauté de communes entre Thue et Mue |
Kanton | Tilly-sur-Seulles |
Kod INSEE | 14157 |
Kod post | 14210 |
Maer | Serge Calmels (digostezenn) |
Amzer-gefridi | 2008-2014 |
Gorread | 14,38 km² |
Led | 49° 10' 01" Norzh |
Hed | 00° 31' 29" Kornôg |
Uhelder kreiz | 60 m |
Uhelder bihanañ | 62 m |
Uhelder brasañ | 119 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 1 267 (2010) |
Stankter | 88 a./km² |
Lec'hienn ar gumun | Cheux |
Cheux a oa ur gumun eus Bro-C'hall e departamant Calvados e Normandi.
Bodet e oa d'ar 1añ a viz Genver 2017 gant pemp kumun all d'ober ur gumun nevez: Thue-et-Mue.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]XXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eil brezel-bed: lazhet e voe unnek den nann-soudard e Cheux etre an 8 hag an 11 a viz Even 1944 e-pad Aloubadeg Normandi, unan anezhe gant an Alamaned, ar re all gant tennoù kanol ha bombezadegoù[1]; dieubet e voe ar gumun d'an 26 a viz Even 1944 gant Skosiz 2vet Batailhon ar Glasgow Highlanders (15th Scottish Division) en emgannoù start ouzh SSed Panzergrenadier [2].
Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
An iliz
- Iliz katolik Saint Vigor, XIIvet-XIIIvet-XIXvet kantved, adkempennet goude an Eil brezel-bed[3].
Bered ar C'hommonwealth: Saint-Manvieu War Cemetery
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Aostralia | 1 |
Kanada | 3 |
Rouantelezh-Unanet | 1 574 |
Dianav (Commonwealth) | 49 |
Alamagn | 555 |
Hollad | 2 182 |
Ur vered eus an Eil brezel-bed eo. An darn vrasañ eus ar soudarded douaret enni a varvas etre hanter miz Even ha dibenn miz Gouere 1944 e-pad Dilestradeg Normandi er vro etre Tilly-sur-Seulles ha Caen. Ul lodenn vat eus milourion ar Rouantelezh-Unanet beziet er vered a oa Skosiz[4],[5].
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emdroadur ar boblañs 1962-2010
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Niver a annezidi
Melestradurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Yves Jacob, skrivagnour, a orin eus Dinan.