Chester Nimitz

Eus Wikipedia
Chester William Nimitz (~1960)

Chester William Nimitz, Sr., ganet d'ar 24 a viz C'hwevrer 1885 ha marvet d'an 20 a viz C'hwevrer 1966, a oa un amiral en United States Navy. Ur roll a bouez en deus bet en istor morlu ar vro hag en Eil Brezel-bed evel penn ar flodad stadunanat er Meurvor Habask, ha penn kirri-nij ar Morlu hag an nerzhioù dilestrañ. Nimitz a oa an den arbennikaet e Morlu SUA a-fed listri-spluj. Diplomet a-fed listri-spluj pa oa yaouank, graet en doa war-dro treiñ luskerioù tri lestr, ar pezh a vo diazez evit ar Stadoù-Unanet Amerika a-benn kaout ar c'hentañ lestr-spluj nukleel an USS Nautilus.

Deiziad ha renkoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Navyacademylogo.jpg United States Naval Academy Midshipman – Genver 1905
Ensign Isletanant Lieutenant Letanant komandant Komandant Kabiten
O-1 O-2 O-3 O-4 O-5 O-6
US Navy O1 insignia.svg US Navy O2 insignia.svg US Navy O3 insignia.svg U.S. Navy O-4 insignia.svg US Navy O5 insignia.svg US Navy O6 insignia.svg
7 a viz Genver 1907 Renk lammer 31 a viz Genver 1910 29 a viz Eost 1916 1añ a viz C'hwevrer 1918 2 a viz even 1927
Commodore Isamiral Besamiral Amiral Amiral flodad
O-7 O-8 O-9 O-10 O-11
US Navy O7 insignia.svg US Navy O8 insignia.svg US Navy O9 insignia.svg US Navy O10 insignia.svg US Navy O11 insignia.svg
Renk lammet 23 a viz Even 1938 Renk lammet 31 a viz Kerzu 1941 19 a viz Kerzu 1944

D'ar mare ma oa bet lakaet Nimitz da dizhout ar renk a amiral, an United States Navy n'en devoa ket dalc'het ar rank a (Commodore). Nimitz a oa bet lakaet neuze da Kabiten betek Isamiral. Dre divizh ar C'hongress e tizhas ar renk a Besamiral hag e teuas da vezañ Amiral e miz Kerzu 1941.

Nimitz ne oa ket bet gant ar renk a Isletanant, lakaet e oa bet da vezañ Letanant leun goude tri bloavezh o vezañ ensign. Evit abegoù melestradurel, dielloù morlu Nimitz a embanne oa bet lakaet da dizhout ar renk a isletanant ha letanant ar memes devezh[1].

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Archival service record of Chester Nimitz, "Awards and dates of rank", National Personnel Records Center, embannet e 2008