Chen Danqing
Neuz
Chen Danqing (sinaeg: 陈丹青; pinyin: Chén Dānqīng), ganet e Shanghai d’an 11 a viz Eost 1953, zo ur livour sinaat.
13 vloaz oa pa voe roet lañs d'an Dispac'h Sevenadurel. Kuitaat a reas ar skol evit labourat douar. Pa echuas an Dispac'h sevenadurel ec'h emezelas Chen zo o chom e Tibet e 1976 e krogas da vont da glasoù liverezh. E 1980 e c'hounezas ur vestroniezh war al eoulliverezh e Skol-uhel an arzoù, e Beijing. Reuz a oa bet e Saloñs Beijing pa oa bet diskouezet an daolenn Tibet-Serie, e 1980. Emañ Chen o chom e Stadoù-Unanet Amerika abaoe 1982.
Ul levezon vras o devoe skridoù Chen war buhez arz Sina ; gwelet e vez evel unan eus pouezusañ arzourien Sina en XXvet kantved.