Charlie Brown

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Shulz o tresañ Charlie Brown

Charlie Brown zo ur bugel ha penntudenn ar bannoù-treset anvet Peanuts[1] krouet e 1947 gant an treser stadunanat Charles M. Schulz. D'an 2 a viz Here 1950 e voe embannet comic strip kentañ Charlie Brown, ha d'an 13 a viz C'hwevrer 2000 an hini diwezhañ.
Ouzhpenn Charlie Brown emañ e gi Snoopy ha bugale all : e c'hoar Sally Brown, e vignonez tagnous Lucy van Pelt hag he breur Linus, ar soner Schroeder, ha Peppermint Patty, Marcie, Pig-Pen hag all.

  • Ur film zo bet, anvet A Boy Named Charlie Brown, sevenet gant Bill Melendez e 1969.
  • Charlie Brown en deus awenet titl ar gazetenn Charlie Hebdo : ur vandenn-dreset Peanuts a oa en niverenn gentañ.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Kement ha "kakaouetez", "kraoñ-marmouz" e talvez an anv ; "disterachoù" eo an eil ster.