Charley Football Club

Eus Wikipedia

Charley Football Club a voe ur c'hleub mell-droad uruguayat, bet krouet e Montevideo (Uruguay).

Eizh koulzad en devoa tremenet Charley e Primera División de Uruguay eus 1917 da 1924. Er rummad-se e c'hoarias kant pevar c'hrogad ha tri-ugent (pevar zrec'h warn-ugent, ur c'hrogad rampo ha tregont, kant nav c'holl) ha ne voe ket evit bezañ renket uheloc'h eget da eizhvet.

Kampion Divisional Extra de Fútbol de Uruguay e voe e 1914 ha kampion Divisional Intermedia de Fútbol de Uruguay e 1916.

N'eus ket mui anezhañ hiziv an deiz.

C'hoarierien vrudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1923-24 e c'hoarias Pedro Petrone e Charley.