Pedro Petrone

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Pedro Petrone, luc'hskeudennet d'ar mare (1931) ma c'hoarie en Italia.

Pedro Petrone Schiavone (lesanvet Perucho pe l'Artillero), bet ganet d'an 11 a viz Mae 1905 e La Comercial (ur c'harter eus Montevideo (Uruguay)) hag aet da Anaon d'an 13 a viz Kerzu 1964 er memes kêr, a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (araoger kreiz e bost dezhañ war an dachenn).

E vicher[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er c'hleuboù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sed amañ da-heul ar c'hleuboù mell-droad en devoa c'hoariet enne :

Diskouez a reas bezañ ur paler hep e bar : bezañ e voe peder gwech gwellañ goleador Primera División de Uruguay (d'ar mare amatour) ha capocannoniere Seria A italian e 1932 (pemp pal warn-ugent, rampo gant Angelo Schiavio).

E skipailh broadel Uruguay[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nav gwech warn-ugent en devoa douget krez La Celeste[1] etre 1923 ha 1930, ha merket pevar fal warn-ugent.

Copa América[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemeret en devoa perzh Pedro Patrone e pevar dalc'h, aet ar maout gantañ dre ziv wech (e 1923 ha 1924), renket da eil e 1927 ha da drivet e 1929. Sed amañ da-heul ar c'hrogadoù en devoa c'hoariet gant e skipailh broadel :

Deiziad Lec'h Krogad Merk
4 a viz Du 1923 Estadio Gran Parque Central (Montevideo) Uruguay - Paraguay 2-0
25 a viz Du 1923 Estadio Gran Parque Central Uruguay - Brazil 2-1
2 a viz Kerzu 1923 Estadio Gran Parque Central Uruguay - Arc'hantina 2-0

Gant e dri fal ez eas da wellañ paler ar genstrivadeg, rampo gant an arc'hantinat Vicente Aguirre.

Deiziad Lec'h Krogad Merk
19 a viz Here 1924 Estadio Gran Parque Central Uruguay - Chile 5-0
26 a viz Here 1924 Estadio Gran Parque Central Uruguay - Paraguay 3-1
2 a viz Du 1924 Estadio Gran Parque Central Uruguay - Arc'hantina 0-0

Gant e bevar fal ez eas da wellañ paler ar genstrivadeg ha, kement hag ober, dilennet e voe da wellañ c'hoarier ivez.

Deiziad Lec'h Krogad Merk
6 a viz Du 1927 Estadio Nacional del Perú (Lima) Uruguay - Bolivia 9-0
20 a viz Du 1927 Estadio Nacional del Perú Arc'hantina - Uruguay 3-2

Gant e dri fal ez eas da wellañ paler ar genstrivadeg, rampo gant ar c'hoarierien arc'hantinat Alfredo Carricaberry ha Segundo Luna koulz hag e genvroiz Roberto Figueroa ha Héctor Scarone.

Deiziad Lec'h Krogad Merk
1añ a viz Du 1929 Estadio Alvear y Tagle (Buenos Aires) Paraguay - Uruguay 3-0

C'hoarioù Olimpek hañv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ezel e oa eus ar skipailh a yeas ar vedalenn aour gantañ da-geñver C'hoarioù Olimpek hañv 1924 (e Pariz, Bro-C'hall) ha C'hoarioù Olimpek hañv 1928 (en Amsterdam, Izelvroioù). En degouezh diwezhañ-mañ ez eas da wellañ paler ar gevezadeg a-drugarez d'ar seizh (7) pal en devoa plantet e-barzh.

Krogadoù a vignoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Copa Lipton[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 29 a viz Eost 1927 e Buenos Aires : Arc'hantina 0-1 Uruguay,
  • 21 a viz Gwengolo 1928 e Montevideo : Uruguay 2-2 Arc'hantina,
  • 28 a viz Gwengolo 1929 e Buenos Aires : Arc'hantina 0-0 Uruguay.

Copa Newton[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kib vell-droad ar bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemeret en devoa perzh en un dalc'h hepken :

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Uruguay.