Mont d’an endalc’had

Charles Henry Tilson Marshall

Eus Wikipedia

Ar c'horonal Charles Henry Tilson Marshall[1], bet ganet d'an 8 a viz Gouere 1841 hag aet da Anaon d'an 20 a viz Genver 1927 e Londrez (Bro-Saoz), a oa un ofiser breizhveuriat er British Army.

D'ar mare ma oa e karg e Panjab (India), a-gevret gant e vreur yaouañ George (1843-1934), e kasas e amzer vak o tastum standilhonoù evned e Panjab ha menezioù Himalaya. Kenlabouras a reas gant an evnoniour hag al louzawour breizhveuriat Allan Octavian Hume (1829-1912).

Tad e oa d'an amprevanoniour Guy Anstruther Knox Marshall (1871-1959).

Listenn al laboused studiet gantañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • S
Stactolaema[2].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Ober a reer gant ar berradur Marshall e metoù al loenoniezh.
  2. A-gevret gant e vreur George.