Chapel Sant Gweltaz (Bizhui-an-Dour)
Chapel Sant Gweltaz zo ur chapel katolik e kumun Bizhui-an-Dour, er Morbihan.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ar vojenn, ar misioner kembread Sant Gweltaz hag e ziskibl sant Bieuzi a gavas repu eno e 538 en ur vougev lec'hiet war vord ar stêr Blavezh e-kichen Bizhui-an-Dour. Staliet war ur pennhir hag a oa a gozh un oppidom galian ha goude-se vicus roman Sulim lec'h ma oa azeulet an doueez pagan Isis pe Venus. En desped d'o buhez manac'h, an dud tro-war-dro a zeue niverus da welet ar peniti staliet er roc'h. Ouzhpenn-se e teuas menec'h all eus abati Rewiz evit adkavout an abad Gweltaz.
Al lec'h-se a zeuas da vezañ neuze ul lec'h-pediñ. Er XVvet kantved e teuas ar chapel da vezañ ur prioldi, ur skourr eus abati Rewiz betek ar Reveulzi C'hall. Ar chapel hanter vougeviek a-hiziv a zo bet adsavet kalzik en XIXvet kantved ; adsavet e voe ar voger su da skouer e 1810 ha brasaet ar chapel e 1837 war-zu ar c'hornôg evit kaout un eil tamm dezhi, marteze ar sakristiri.
Ur sell war ar chapel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
An aoter enkelc'hiet gant div delwenn
-
Ar feunteun
-
Ar maen a son
-
Eus ar c'hloc'h staget ouzh ar roc'h e tiskenn ur chadenn dre an doenn