Oppidom

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oppidom eo an anv a veze roet da gêrioù ar C'halianed e dibenn Oadvezh an houarn. Gallout a raent bezañ kreizennoù politikel ar pobloù galian (graet e vez ivez "keodedoù" anezho diwar skouer kevredigezhioù ar Mor Kreizdouar), lec'hioù-difenn, pe kreizennoù kenwerzh hag artisanerezh.

Ar furchadegoù henoniel nevez o deus diskouezet e oa oppidomoù ar c'halianed brasoc'h eget ma kreded, urzhietoc'h ivez. Prouiñ a ra disoc'hoù an enklaskoù n'o doa ket bet ezhomm ar C'halianed da c'hortoz aloubadeg ar Romaned evit sevel kêrioù. Dre ma vezent savet gant koad dreist-holl, ha dre ma n'eo ket an danvez-se evit padout gwall bell, n'eo ket ken anat kavout ha merzout o roudoù evel re kêrioù ar maread galian-roman, savet gant maen.

O vezañ ma n'eo ket anavezet-mat mont en-dro politikel ar pobloù pe ar c'heodedoù galian e c'hall bezañ diaes termeniñ ent-resis petra a oa un oppidom. Hini an Arverned a zo ur skouer dedennus : pevar oppidom o deus gellet bezañ kêr-benn ar bobl, Aulnat-Gandaillat, Corent, Gergovia, hag Augustonemetum, pep hini d'e dro marteze. Ha daoust hag-eñ ne oa nemet eus ur gêr-benn a-benn ar fin? Ha n'o defe ket gellet an holl gêrioù bras eus ar c'horn-bro, tost-tre an eil re ouzh ar re all, ha pep hini ur garg dezhi war a seblant, bezañ lodennoù eus un oppidom bras nemetken ? Cheñch a rafe kement ster ar ger "oppidom" m'eo bet savet ur ger nevez, meta-oppidom, implijet ur wech an amzer gant Mathieu Poux, rener chanter henoniel Corent.