Chapel Sant-Telo
Neuz
MONUMANT ISTOREL |
---|
chapel Sant-Telo
Anvet diwar | Telo |
---|---|
Stad | Frañs |
E tiriad | Plogoneg |
Daveennoù douaroniel | 48°5′35″N 4°10′27″W |
Giz savouriezh | Arkitektouriezh c'hotek |
Statud gladel | monumant istorel rummet |
E kumun Plogoneg emañ chapel Sant-Telo, pe chapel Sant-Delo e-giz ma vez graet outi e brezhoneg ar vro. Ul lec'h azeulerezh katolik eo. Savet e oa e diwezh an XVvet kantved e giz Kerne.
Klaset eo bet e-mesk ar « Monumantoù istorel » e 1914[1].
-
Ar chapel hag he c'halvar.
-
Porched ha garid an nor er c'hornôg.
-
An tour-iliz.
-
Dor ar groazenn iliz su, er c'hornôg.
-
Kalvar ar wiler.
-
Kalvar ar chapel : skeudennoù eus ar Werc'hez, Sant Telo hag un eskob (Sant Kaourintin?).
E-barzh ar chapel ez eus delwennoù eus Sant Telo, Sant Meven, Intron-Varia a druez, Sant Sebastian, Sant Alor (diskouezet gant dilhad ur marichal, un davañjer lêr hag ur boned troñset dindanañ, oc'h houarnañ troad ur marc'h emañ o paouez troc'hañ da labourat aesoc'h, hervez ar vojenn boblek)[2].
-
Delwenn eus sant Telo.
-
Sant Alor, heñvelaet ouzh sant Éloi.
-
Sant Meven.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Pennad Nnn PA00090180, Base Mérimée, Ministrerezh gall ar sevenadur.
- ↑ Jean-Marie Abgrall, En vélo autour de Quimper, 1910