Chapel Itron Varia Kilinenn
Stad | Frañs |
---|---|
E tiriad | Landrevarzeg |
Lec'h | Kilinenn |
Eskopti | Eskopti Kemper ha Leon |
Daveennoù douaroniel | 48°4′45″N 4°3′58″W |
Giz savouriezh | Arkitektouriezh c'hotek |
Statud gladel | monumant istorel rummet |
Chapel Kilinenn zo lec'hiet e kêriadenn Kilinenn, e kumun Landrevarzeg, e Kerne, e departamant Penn-ar-Bed.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar chapel-mañ, stumm un "L" ganti, a zo bet savet e daou brantad distag: tro-dro da 1450 evit an nev hag he adnev hag un nebeud bloavezhioù diwezhatoc'h evit ar c'heur hag ar groazenn norzh, bolzet o-daou, bet echuet tro-dro da 1480. Ar c'hloc'hdi bihan a-vremañ, savet e 1868, en deus kemeret plas an hini kentañ a oa lec'hiet etre an nev hag ar c'heur.
Gwallgaset e oa bet gant korventenn ar 15 a viz Here 1987, hag adaozet an doenn e 1990. Etre 2013 ha 2017 avat ez eus bet ur mell chanter evit echuiñ lakaat ar savadur a-bezh e stad vat. Adkavet zo bet evel-se freskoù eus ar XVIIvet kantved a oa kuzhet betek neuze dindan ur gwiskad raz. Gwennaet eo bet ar mogerioù, ar pezh a lakaa kalz muioc'h an delwennoù kaer eus ar XVIvet kantved hag ar sablezennoù war wel. Tresadenn ur rod a vuhez, ral en ilizoù, a zo ivez da welet. Ar gwer livet, krouet gant Antoine Le Bihan, a ro d'ar savadur ur sklerijenn seder.
Arkitektouriezh an diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar porzh
An iliz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Arkitektouriezh an diabarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Steuñv
-
Chapel aotrouniezhel
-
Frammadur chapel aotrouniezhel
-
Bolz chapel aotrouniezhel
-
Bolz chapel aotrouniezhel
-
Bolz ar c'heur
- Ar chantele
- Delwennoù hag arrebeurri
Ar chapel he deus kalz a zelwennoù, en e zouez re Sant Kadog, Sant Sebastian, Sant Rok, Sant Wenole, ar Werc'hez kurunet gant ar Mabig Jezuz, ur strollad delwennoù "Sant Erwann etre ar paour hag ar pinvidig" hag an hini "Diskenn ar Groaz".
-
Stabiladur koat rod brimbalerezh, kollet siwazh.
-
Delwenn San Sebastian.
-
Strollad delwennoù "Sant Erwann etre ar paour hag ar pinvidig".
-
Delwenn Sant Wenole.
-
Diskenn eus ar Groaz, en adnev norzh
-
Delwenn an Dercʼhsav
-
Delwenn Itron Varia ar Werc'hez.
-
Kroaz ar gensakridigezh.
-
Banniel mision 1924, goude adsavidigezh.
-
Banniel mision Santez Anna, goude adsavidigezh (2018).
Ar c'halvar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'halvar, savet er XVvet kantved, a zo dreistordinal evit meur a abeg. Kempennet eo bet penn-kil ha troad e 2018. Seul aesoc'h eo bremañ evit anavezout pep hini eus ar 12 abostol diskouezet deomp war ur sichenn tric'hornek. Ur pieta, ar merc'hed santel, Mari ha Yann, an daou laer hag er fin ar C'hrist war ar groaz a ziskouez un hollad o sevel war-zu an neñv.
-
Kalvar Kilinenn e-tro 1920 (karten post Villard).
-
Kalvar Kilinenn gwelet eus ar c'hornôg
-
Kalvar Kilinenn gwelet eus norzh
-
Sichenn ar c'halvar gwelet eus ar Su
-
Pieta Kalvar Kilinenn
-
Kalvar Kilinenn : ar C'hrist war ar groas
-
Kalvar Kilinenn : al laer vad
-
Kalvar Kilinenn : Andrev (abostol)
-
Kalvar Kilinenn : ar Werc'hez ha Per (abostol)
-
Ar c'halvar goude renevezidigezh 2018
Ar feunteun a zeoliezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un hanter-kant métro diouzh ar chapel, war-zu ar biz, ez eus un delwenn nevez kizellet eus I.V. Kilinenn. Da bareañ ar vugale seizet ha poan ganto o teskiñ bale e vez pedet.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |