Mont d’an endalc’had

Chapel Berc'hed (Benoded)

Eus Wikipedia
Chapel Perged
Ilizoù Breizh
Perged
Relijion Katoligiezh
Parrez Benoded

Saverezh
• Deroù
• Diwezh

XIIvet kantved
XVIvet kantved
Stil Gotek

Gwarez  Monumant istorel (1916)

Chapel Perged zo ur chapel lec'hiet e kumun Benoded e departamant Penn-ar-Bed.

Ar chapel zo bet savet e-tro ar XIIvet kantved. Bez' ez eo unan eus an testenioù koshañ eus glad relijiel Breizh. Perged a zegasfe da soñj anv Berc'hed, ur santez iwerzhonat eus ar Vvet kantved.

Arkitektouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar c'hloz-parrez

Ur c'hloz-parrez klok eo, gant ur voger-dro, hag ur volz-enor.

Ar c'hloc'hdi

Ar c'hloc'hdi a voe ouzhpennet er XVIvet kantved. E stil gotek eo.

Ar c'halvar

E-tal ar c'halvar ez eus un delwenn eus sant Laorañs.

Ar garnel

Ar garnel deirgwareg a oa bet savet er XVIvet kantved.

Prenestri an talbenn norzh a ziskouez doare dibar an arz roman.
Adaozet e oa bet an talbenn su er XVIvet kantved.

Keur
Stern-aoter
Nev hag adnevoù

Togennoù kinklet a weadurioù mistr.
War ar c'hostez su ez eus bet kizellet tudennouigoù dudius war ur golonennig.

Delwennoù
Gwerennoù-livet

E 2000 e oa bet staliet gwerennoù-livet modern gant Kim En Joong.

Azeulerezh, lidoù hag abadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lidet e vez ar pardon d'ar 14 a viz Eost.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]