Chantenay

Eus Wikipedia
Adti-kêr Chantenay.

Chantenay zo ur gumun gozh e Liger-Izelañ, stag bremañ ouzh kumun Naoned.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War ribl al Liger emañ, e penn Su Erv Breizh. Ur c'harter eus Kornôg Naoned eo bremañ, hini Bellevue-Chantenay.

Emañ an Duchenn Santez-Anna a-us al Liger. Pelloc'h a-hed al Liger ez eus un takad greantel.

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra he anv eus al latin Cantenacum pe Villa Canteni, eus an anv-den Cantenos, ur perc'henn douar pinvidik eus ar mare galian-roman. Kresket he deus ar gêriadenn tro-dro d'an domani-se.

« Chantenay » koulz ha « Chantenai » a veze skrivet en teulioù melestradurel. « Chantenay-sur-Loire » a oa implijet en un doare ofisiel etre 1887 ha 1908.

Kas a ra Albert Dauzat d'ar stumm Cantenac dre un anv den galian, Cantenus, eus Cantius gant al lostger -acum; un anv-den galian-roman eo Cantinius[1]

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet e voe kumun Chantenay e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe da benn Kanton Chantenay hag e Bann Naoned. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Naoned. E 1801 e voe lakaet e Kanton Naoned-6[2].

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Staget e voe kumun Chantenay ouzh kumun Naoned e 1908[2], war un dro gant Doulon.

Kalz chanterioù-bigi zo bet e Chantenay.

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Chantenay-izel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bourc'h kozh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Domani an Abati, el lec'h m'emañ lise an Abati bremañ
  • Iliz Sant-Marzhin
  • Presbital savet er XVvet kantved (straed ar Réformés)
  • Kenkiz anvet "Pavillon chinois"

Tolead Gwalarn (Dervallières, Carcouët)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs adalek 1793 betek 1906[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mammenn : EHESS[2]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En ti ma oa an ti-kêr gwechall ez eus un adti-kêr bremañ.

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar familh Crucy :

Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Amproux

Aotrounez de l'Abbaye

Geotet e deir daerenn en argant
d'Argy

Aotrounez la Gringotterie, les Dervallières

En aour e bemp gouwifrell en glazur
d'Avignon, pe Davaignon

Aotrounez Fontenil

En gul e lammell heuliet ouzh kab gant ur vezantenn, ouzh lezioù hag ouzh beg gant teir c'hregilhenn, an holl en argant
Blanchard

Baroned e 1644, ha goude markizien Bois-de-la-Musse e 1660

En glazur e dreustell en argant, heuliet gant pemp bezantenn en aour
de Carné

Aotrounez la Haultière

En aour e ziv dreustell en gul
Chauvin

Aotrounez Bois de la Musse ha l'Isle-Neuve

En argant e deir c'hreskenn en gul, an hini ouzh beg war he eneb
de l'Epervier / de l'Espervier

Aotrounez Launay ha la Haultière

En glazur e lammell en aour, heuliet gant peder bezantenn ivez en aour
de Lescoët

Aotrounez Launay-Dionis

En sabel e sparfell en argant, krabanet, stagellek ha grizilhonek en aour, heuliet gant teir c'hregilhenn en argant
Paulus

Aotrounez Fontenil

En sabel e gebrenn en argant, heuliet gant teir manal en aour
Tissart

Aotrounez Dervalières

Palefarzhet; ouzh 1 ha 4, en argant e deir dorzhell en gul; ouzh 2 ha 3, en argant e dreustell en glazur

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014 • Embannadur 1890

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Albert Dauzat & Charles Rostaing : Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France. Larousse, 1963. Guénégaud, 1978.
  2. 2,0 2,1 ha2,2 Cassini - EHESS - Fichenn kumun Chantenay