Mont d’an endalc’had

Cesare Baronio

Eus Wikipedia
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
Poltred Cesare Baronio.

Cesare Baronio pe Caesar Baronius hervez ar stumm latinekaet, ganet d'an 31 a viz Here 1538 e Sora, e proviñs Frosinone, e Lazio, en Italia, ha marvet d'an 30 a viz Mezheven 1607 e Roma, a oa ur c'hardinal hag istorour italian.

E 1593 e teuas Caesar Baronius da vezañ jeneral Kenvreuriezh an ti-pediñ en Italia. Dibabet e voe gant Klemez VIII evel kofesour hag anvet da gardinal en 1596, ha goude da levraouegour ar Vatikan. Dre ziv wech e oa bet darbet dezhañ bezañ anvet da bab.

Savet en deus Bloazlevrioù an Iliz (1588-1593) diwar-benn istor ar gatoligiezh adalek an amzerioù kentañ betek 1198. Kendalc'het eo bet al labour gant Girolamo Rainaldi, Giacomo Laderchi hag August Theiner. Adembannet eo bet an oberenn en he hed e Lucca en 38 levrenn (1738-1757).

Gantañ eo bet aozet an droienn « oadvezh an deñvalijenn » da gomz eus ar Grennamzer Uhel (550-750).

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Angelo Giuseppe Roncalli, Il cardinale Cesare Baronio. Nel terzo centenario della sua morte, Monza 1908 (III ed. Edizioni di Storia e letteratura, Roma, 1961)