Cersei Lannister

Cersei Lannister zo un dudenn ijinet e bed an heuliad romantoù fantasy A Song of Ice and Fire gant ar skrivagner stadunanat George R. R. Martin, hag an adsevel doare stirad skinwel Game of Thrones. Un dudenn bouezus eo en holl romantoù eus an heuliad ; hec'h adkavout a reer en holl anezho. Ar wech kentañ ma vez anv anezhi zo er romant A Game of Thrones (1996). Cersei a zo rouanez Rouantelezh ar seizh kurunenn. Ezel eo eus an Tiegezh Lannister, unan eus ar re bpinvidikañ ha kreñvañ eus Westeros. Dimezet eo bet dre heg d'ar roue Robert Baratheon, ur wech trec'het gantañ ar renad Targaryan. Da gentañ e oa bet klasket gant he zad dimeziñ anezhi gant Rhaegar Targaryen roue diwezhañ al lignez met dre ma voe nac'het gantañ e voe roet harp gant ar re Lannister d'an emsavadeg gant Baratheon. Ur breur gevell he deus Jaime Lannister hag an daou a zo e karantez. Tri bugel a zo bet ganto met ent-ofisiel ez int re ar roue. Sevel a raio kudenn vras pa varvo ar roue Baratheon ha degas a raio brezel ar pemp roue ('War of Five Kings'). Cersei a zo ur vaouez sot gant ar galloud ha mennet a-grenn da zifenn he bugale.
Er stirad skinwel eo c'hoariet Cersei Lannister gant Lena Headey. Headey a zo bet meulet evit he roll er stirad skinwel war ar chadenn HBO. Lakaet eo bet he anv evit pemp Emmy Awards for Outstanding Supporting Actress in a Drama Series hag ur Golden Globe for Best Supporting Actress. Er c'houlzad 5, ur stumm yaouank eus Cersei a zo c'hoariet gant Nell Williams.
