Marc'harid Anjev (1430-1482)


Engravadur gant W. H. Mote (1803-1871)
Marc'harid Anjev, ganet d'an 23 pe d'ar 24 a viz Meurzh 1430, e Pont-à-Mousson, pe e Nancy, marvet d'ar 25 Eost 1482 e Dampierre-sur-Loire, Marguerite d'Anjou hec'h anv gallek orin, priñsez a Loren ha Bar, a voe rouanez Bro-Saoz adalek 1445 betek 1471.
He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Merc'h e oa da René d'Anjou ha da Isabelle de Lorraine ; e 1444 e voe dimezet da Henry IV Bro-Saoz.
Faezhet e voe hec'h armead en Emgann Tewkesbury (1471), unan eus emgannoù pouezus Brezel an Div Rozenn.
En arzoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emañ Marc'harid Anjev e-touez tudennoù daou bezh istorel gant Shakespeare : Henry VI ha Richard III.
Diwar he fenn eo bet savet ar c'hoarigan Margherita d'Anjou gant Giacomo Meyerbeer.