Mont d’an endalc’had

Catherine and Her Destiny

Eus Wikipedia

Catherine and Her Destiny zo ur gontadenn italian bet dastumet gant Thomas Frederick Crane (1844-1927) en e levr saoznek Italian Popular Tales (1885) ha lakaet gant Andrew Lang (1844-1912) en e zastumad The Pink Fairy Book.
E renkadur Aarne-Thompson-Uther eo niverennet ATU 938, "Placidas" (Eustacius). Tennañ a ra da La madre schiava eus ar Fiabe italiane gant Italo Calvino (1956).

Catherine a oa merc'h koant ur marc'hadour pinvidik. Un deiz, setu ur vaouez o tont da c'houlenn outi ha gwell e oa ganti bezañ evurus en yaouank pe en kozh. Ha Catherine da respont en kozh, hag ar vaouez, a oa Planedenn Catherine, da steuziañ kuit. Prestik goude e voe kollet e vadoù gant he zad, a varvas. Catherine a yeas da vatezh. Met bep tro e tegouezhe he Flanedenn, a zistruje pep tra en ti, ma ranke Catherine tec'hel goude, gant aon da vezañ tamallet ha kastizet.

Goude seizh vloaz e paouezas he Flanedenn, ma teuas da vezañ matezh e ti ur vaouez, ha honnezh a rae dezhi kas bara bemdez d'ar Blanedenn. Un deiz e c'houlennas ouzh Catherine perak e ouele ken alies, ha hi da gontañ hec'h istor.

Ha goude e vevas Catherine en evurusted.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]