Carnedd Llywelyn
Neuz
Carnedd Llywelyn eo ar menez uhelañ en aradennad Carneddau e menezioù Eryri e hanternoz Kembre.
An eil menez uhelañ eo e Kembre, goude Yr Wyddfa, gant 1 064 m uhelder. Emañ ar c'hern war ar vevenn velestradurel etre kontelezh Gwynedd ha Sir Conwy.
Emañ Carnedd Llywelyn e-kreiz ar c'h-Carneddau, etre Carnedd Dafydd er mervent ha Foel Grach en hanternoz.
Anvet eo Carnedd Llywelyn diwar an eil pe egile eus daou briñs kembreat eus ar Grennamzer, Llywelyn Fawr (1173 – 1240) pe e vab-bihan Llywelyn ap Gruffudd (c. 1225 – 1282), met ne ouzer ket diwar behini.
Carnedd Dafydd, nepell, zo anvet ivez diwar ur priñs kembreat all, Dafydd ap Llywelyn pe Dafydd ap Gruffudd.