Mont d’an endalc’had

Carl Gustaf Emil Mannerheim

Eus Wikipedia
Carl Gustaf Emil Mannerheim (1942)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Ar baron Carl Gustaf Emil Mannerheim (distaget [kɑːɭ ˈɡɵsˈtav ˈeːmɪl ˈmanːɛrˈhɛɪm] e svedeg) (Askainen, Finland, 1867 - Lausanne, Suis, 1951) a oa un ofiser hag ur politiker finlandat, a voe marichal en arme e vro ha c'hwec'hvet prezidant Republik Finland (1944-1946).

Ganet e voe en ur familh svedegerien eus an noblañs hag a oa oa deuet o hendadoù eus Alamagn. Mab-bihan e oa da Carl Gustaf Mannerheim, un amprevanoniour ; kar e oa ivez da Adolf Erik Nordenskjöld, un douarour a ergerzhas aodoù Siberia. Anavezet e voe Carl Gustaf Emil gant an anv-bihan Gustaf hepken hag evel-se e sine. Ar svedeg e oa e yezh-vamm ha gouzout a rae ivez rusianeg, galleg, alamaneg, saozneg ha poloneg[1] N’eo nemet pa oa 50 vloaz e teskas komz finneg mat.[2].

Stag e oa Dugelezh-veur Finland ouzh Impalaeriezh Rusia pa voe ganet Mannerheim. Goude e studioù e Helsinki hag e Sant Petersbourg ez eas d’an arme. En ur rejimant gwarded war varc’h e voe anvet, e servij an dzarez, Maria Feodorovna. Neuze e timezas gant ur Rusianez, Anastasia Arapova, ha div verc’h o devoe, kent ma voe torret an dimeziñ. E 1906 e voe karget gant an tsar da ambroug an ergerzher gall Paul Pelliot a-dreuz Kreiz Azia. E-pad ar Brezel-bed Kentañ e voe o’n em gannañ war meur a dalbenn, a-enep Aostria ; sevel a reas tamm-ha-tamm betek tapout ar renk a letanant-jeneral ha meur a vedalenn a voe roet dezhañ.

Goude an Dispac'h rusian, e 1917, ne chomas ket en arme ha distreiñ a reas da Finland, hag a oa o paouez embann he dizalc’hiezh. Neuze e tirollas ar brezel-diabarzh e Finland etre ar "Re Ruz", a-du gant Bolcheviked Rusia, hag ar "Re Wenn" a-du gant disklêriadur dizalc’hiezh Sened Finland. Anvet e voe Mannerheim e penn arme ar Re Wenn. Goude trec’h ar Re Wenn, e miz Mae 1918, e kuitaas Mannerheim penn an arme ha kuitaat a reas ar vro zoken. Marc’hata a reas gant dileuridi eus gouarnamantoù Breizh-Veur ha Bro-C’hall evit ma vefe anavezet dizalc’hiezh Finland. Ha pa’z eas da Finland en-dro e voe lakaet da rejant da c’hortoz, e penn ar vro. E 1919 e voe degemeret ur vonreizh republikan gant Finland ha mont a reas war ar renk evit bezañ dilennet da brezidant. Koll a reas avat a-enep Kaarlo Juho Ståhlberg a voe anvet da brezidant kentañ Republik Finland.

Etre an daou vrezel-bed e chomas pell Mannerheim diouzh ar politikerezh. Er bloavezhioù 1930 avat e voe anvet e penn Kuzul Difenn Finland gant ar prezidant Pehr Evind Svinhufvud ha prometet e voe dezhañ e vefe lakaet e penn an arme ma vefe brezel. Sed a c’hoarvezas e dibenn 1939 pa voe taget Finland, evel ar broioù balt, gant an Unvaniezh Soviedel. Da 72 vloaz e kemeras Mannerheim penn an arme. E-pad an daou vrezel etre Finland hag an Unvaniezh Soviedel, Brezel ar Goañv, eus miz Du 1939 da viz Meurzh 1940, hag ar Brezel kendalc'het, etre miz Mezheven 1941 ha miz Gwengolo 1944, e voe renet an arme finlandat gant Mannerheim, gant berzh. Derc’hel penn a reas arme Finland ouzh un enebour kalz brasoc’h : douaroù Karelia a voe kollet e goañvezh 1939-1940 met adc’hounezet e voent en hañvezh 1941. Bepred e taolas evezh Mannerheim, evel renerien gouarnamant Finland, da chom hep sevel a-du gant an Nazied, daoust m’o doa ar memes enebour. E miz Mezheven 1944, goude dilestradeg ar Gevredidi e Normandi, e voe taget linennoù arme Finland gant arme URSS e Karelia ha rankout a rejont kilañ kalz. Kompren a rae tud Finland e oa ret dezho ober ar peoc'h gant o enebourien. Dre ma oa bet roet e zilez gant ar prezidant Risto Ryti, e voe anvet Carl Gustaf Emil Mannerheim da brezidant d’ar 4 a viz Eost 1944. Paouezet e voe gant an emgannoù d’ar 4 a viz Gwengolo hag un arsav-brezel a voe sinet e Moskov d’an 19 a viz Gwengolo. Gant Mannerheim e voe renet an divizoù gant ar Rusianed. Adkavout a rae Finland an harzoù he doa e 1940, da lavaret eo e oa kollet Karelia ganti. Met dizalc'h e chome, ha neptu.

Abalamour ma oa fall e yec’hed, ha dre ma kave dezhañ en doa kaset e gefridi da benn, e roas Mannerheim e zilez eus e garg a brezidant d’ar 4 a viz Meurzh 1946. Mervel a reas e 1951 e Suis, ma oa o tiskuizhañ goude un oberatadenn.

Hervez ur sontadeg graet e 2004, 53 bloaz goude e varv, ez eo Mannerheim an den pouezusañ a zo bet biskoazh en istor Finland.[3] Abalamour d’e berzh er stourm evit dizalc’hiezh Finland, ken er Brezel-bed Kentañ hag en Eil, e seller outañ alies evel “tad Finland”.[4],[5] Un haroz broadel ez eo eta evit Finlandiz ha brudet-mat eo e anv e broioù all ivez, kement ken eo bet keñveriet ouzh stourmerien evit ar frankiz evel Mahatma Gandhi, Giuseppe Garibaldi pe Simon Bolivar.[6]

  1. Jägerskiöld, Stig Mannerheim: Marshal of Finland (1986)
  2. Screen, J.E.O. Mannerheim (2000)
  3. (fi) Suuret suomalaiset, e skinwel YLE.fi
  4. Binder, David (October 16, 1983). "Finland's Heritage on parade", The New York Times. Retrieved on 07 Eost 2015. 
  5. Field Marshal Mannerheim, THE FATHER OF FINLAND (November 15, 1945). Kavet : 17 Eost 2013.
  6. 8-cent Mannerheim (December 12, 2008). Kavet : 18 Eost 2013.