Mont d’an endalc’had

Simón Bolívar

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Simon Bolivar)
Simón Bolívar, Toronto - Canada

Simón José Antonio de la Santísima Trinidad Bolívar y Palacios, pe Simón Bolívar e berr, a voe ganet d’ar 24 a viz Gouere 1783 ha mervel a reas d’ar 17 a viz Kerzu 1830. Ur jeneral hag ur brogarour eus Suamerika eo. Sellet a reer outañ evel unan eus tud veur ar stourm evit dizalc’hiezh Venezuela, Kolombia, Panama, Ecuador, Perou pe Bolivia diouzh impalaeriezh Spagn. E spagnoleg e reer anezhañ El Libertador, eleze an Dieuber.

Deroù e vuhez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e voe Bolívar e Caracas, e Venezuela, en ur familh eus an noblañs. Goude marv e dud ez eas da Spagn e 1799 da genderc’hel gant e studioù. Eno e reas anaoudegezh gant María Teresa Rodríguez del Toro y Alaysa a zeuas da vezañ e wreg. E-kerzh ur veaj a rejont o-daou da Venezuela e 1803 e varvas e wreg gant an derzhienn velen. Bolívar a yeas da Europa en-dro e 1804 ha daremprediñ a reas lez Napoleon Bonaparte.

Distreiñ a reas Bolívar da Venezuela e 1807. Goude-se, e 1808, breur Napoléon Bonaparte, Joseph, a voe lakaet gant an impalaer da roue Spagn ha war he zrevadennoù war un dro. Perzh a gemeras Bolívar en emsav a-enep ar roue nevez. Gant strollad Caracas e voe embannet dizalc’hidigezh Venezuela e 1810. Ha kaset e voe Bolívar evel kannad da Vro-Saoz.

E penn ar stourm

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Distreiñ a reas Bolívar da Venezuela e 1811 goude ma oa deuet ar vro da vezañ dizalc’h. Met e Gouere 1812, rener Venezuela, Francisco de Miranda, a godianas gant armeoù Spagn. Bolívar a dec’has da g-Cartagena de Indias, ur porzh e Kolombia hiziv. E 1813 e kemeras penn un arme a aloubas Venezuela. Mont a reas a drec’h da drec’h ha, da neuze e voe anvet El Libertador (An Dieuber, An Dizalc’her). Adkemer a reas Caracas d’ar 6 a viz Eost 1813 hag embann a reas eil republik Venezuela. Er bloavezh war-lerc’h e tistroas, e penn un arme, d’ar vro amezek, anvet neuze Nueva Granada (Kolombia hiziv) ha kemeret e voe Bogotá ganto e 1814. Met goude bezañ paket meur a lamm gant e enebourien e rankas tec’hout da Jamaika e 1815. Eno e c’houlennas sikour digant prezidant Haiti, Alexander Pétion. E 1816, gant skoazell Haiti, e tistroas Bolívar da Venezuela. Goude bezañ dilestret ez eas e arme war-raok ha kemeret e voe meur a gêr ganto, en o zouez Angostura (zo deuet da vezañ bremañ Ciudad Bolívar).

Derc’hel a reas e armeoù da vont war-raok ha gant emgann Boyacá e voe trec’het da vat armeoù Spagn e 1819. E miz Kerzu 1819, e Kendalc’h Angostura, e voe krouet Kolombia Vras (Gran Colombia e spagnoleg), ur c’hevread a oa ennañ Venezuela, Kolombia, Panama hag Ecuador. Bolívar a voe prezidant ar vro ha Francisco de Paula Santander an eilprezidant anezhi. Er bloavezhioù war-lerc’h e voe peurdrec’het ar Spagnoled : gant emgannoù Carabobo e 1821 ha Pichincha e 1822 e voe kreñvaet krog Bolívar war Venezuela hag Ecuador. Neuze e reas e soñj dieubiñ Perou diouzh ar yev spagnol. Gant skoazell Antonio José de Sucre e roas lamm d’ar Spagnoled : en emgann Ayacucho, e miz Kerzu 1824 e voe pilet an arme spagnol ha prizoniet besroue Spagn. Abretoc’h er bloavezh 1824, Bolívar a oa bet anvet diktatour gant kendalc’h Perou, ar pezh a roe dezhañ ar galloud penn-da-benn, evit aozañ ar vro hag ar brezel.

E miz Eost, e kendalc’h Perou Uhelañ, e voe divizet envel ar vro-hont Republik Bolivia, evit dougen enor dezhañ. Bolívar a zouge bri d’an Dispac’h amerikan met ne rae ket kement a stad eus an Dispac’h gall. Lavaret a rae anezhañ e-unan e oa ur frankizour ha levezonet e oa bet gant skridoù evel re Montesquieu pe Adam Smith, diwar-benn rannerezh ar galloudoù pe ar frankiz kredenn. E 1826 ha 1827 e voe dizemglevioù e diabarzh ar c’hevread hag emsavadegoù du-mañ du-hont. Evit klask derc’hel ar c’hevread unvan e voe galvet ur c’hendalc’h gant Bolívar e miz Ebrel 1828 e kêr Ocaña. C’hwitañ a reas avat war e daol da unvaniñ ar re a-du gant reiñ muioc’h a c’halloud da bep bro hag ar re a-du gant kreizennañ muioc’h ar c’hevread. Derc’hel a rae an dizemglev d’ober e reuz, gant emsavadegoù en Ecuador, e Kolombia hag e Venezuela. Klasket e voe lazhañ Bolívar e miz Gwengolo 1828. A-benn ar fin e roas Simón Bolívar e zilez evel prezidant e 1830. Mervel a reas, buan war-lerc’h, gant an dorzhellegezh d’ar 17 a viz Kerzu 1830, e porzh Santa Marta, pa oa war-nes lestrañ da vont da repuiñ da Europa. Er bloavezh goude, e 1831, e voe embannet republikoù Venezuela, Nueva Granada (Kolombia) hag Ecuador.

Hunvreet en doa Simón Bolívar e c’hellje unvaniñ ar broioù-se, hag ar re all e Suamerika hag e Kreizamerika, d’ober ur vro hepken, Stadoù Unanet Latinamerika (Estados Unidos de Latinoamerica), met c’hwitet en doa war e daol.

Hiziv an deiz evelkent e vez douget kalz a vri da Simón Bolívar dre Suamerika a-bezh. Enoret eo e anv e meur a zoare : moneiz Bolivia (ur vro a zoug e anv) zo anvet boliviano hag hini Venezuela bolívar. E 1999 eo bet advadezet Venezuela gant ar prezidant Hugo Chávez ha deuet eo da vezañ República Bolivariana de Venezuela.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.