Mont d’an endalc’had

Carl Gotthard Langhans

Eus Wikipedia
Carl Gotthard Langhans
Pirma Carl Gotthard Langhans (1732-1808)
Pirma Carl Gotthard Langhans (1732-1808)

Carl Gotthard Langhans (15 a viz Kerzu 1732 e Landeshut1añ a viz Here 1808 e Grüneiche) a oa ur savour ha tisavour prusian. E oberennoù a vez renket el luskad nevezklasel. Brandenburger Tor Berlin eo e oberenn vrudetañ.

En iliz ar peoc'h (alamaneg : Friedenskirche) e Schweidnitz e studias. Etre 1753 ha 1757 e studias ar gwir e Halle, ha goude-se ar matematik hag ar yezhoù. E-unan eo e teskas an disavouriezh : studiañ a reas testennoù Roma gozh, kelennadurioù Vitruvius ha re Winckelmann. E 1764 e savas e raktres kentañ, anvet «zum Schifflein Christi», en iliz protestant Glogau. Brudet e teuas da vezañ, hag er memes bloavezh e vo lakaet da enseller domani kont Hatzfeld, goude ma vije bet distrujet an domani abalamour d'ar brezel. Etre 1766 ha 1774 ec'h adaozas an domani en e bezh. A-drugarez da gont Hatzfeld e voe brudet ivez e lez ar roue e Berlin. E 1766 e kasas da benn e labour kentañ evit familh ar roue : stern diri ha « Muschelsaal » kastell Rheinsberg.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

E 1771 e timezas gant Anna Elisabeth Jaeckel. Pemp bugel a voe ganet : div verc'h anvet Juliane Luise, hag Amalie Wilhelmine, ur mab anvet Carl Ferdinand hag a zeuas da vezañ tisavour, ha daou vugel all hag a varvas pa oant yaouank. Azalek 1782 edo ar familh o chom en un ti en Albrechtstraße e Breslau. E 1788 en em staljont e Charlottenstraße 48, e Berlin.

Beajoù-studi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E dibenn an XVIIIvet kantved hag e penn-kentañ an XIXvet kantved e felle d'an holl arzourien mont da veajiñ da Italia, da arvestiñ ouzh savadurioù an Henamzer. Di ez eas Langhans e 1768 hag e 1769, a-drugarez da sikour kont Hatzfeld. Mont a reas ivea d'ar Rouantelezh-Unanet, d'an Izelvroioù, da Frañs ha Belgia, en anv ar roue.

Oberennoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]