Mont d’an endalc’had

Canna (santez)

Eus Wikipedia

Canna a oa ur santez vrezhon eus kreisteiz Kembre er VIvet kantved.

Sevel a reas ilizoù e Llangan, Sir Gaerfyrddin ha Llangan, Bro Morgannwg. E Kerdiz e kaver hec'h anv e karterioù Treganna ha Pontcanna .

A-hervez e oa merc'h da Tewdwr Mawr eus Breizh, niz d'ar roue Arzhur[1]. Dont a reas da Gembre gant he fried Sadwrn (gwelout Llansadwrn), hag o mab Crallo. Mont a reas kuit Sadwrn da benetiour da Enez Mon, ha hi da addimeziñ. Ur mab all he doe, Elian Geimiad, a gaver e anv e Llaneilian, en Enez Mon, hag e Llaneilian-yn-Rhos. Met ne anavezer ar munudoù-se eus he buhez nemet diwar skridoù faltazius Iolo Morganwg, ur barzh awenet eus an XIXvet kantved.

Kroaz en iliz Sant Canna, warni ur skeudenn eus Jezuz-Krist.

Koulskoude e ouzer eo bet leanez e Llangan (Sir Benfro), hag e voe kizellet he dremm e kroaz iliz Llangan (Morgannwg). E-kichenik emañ Ffynnon Ganna (Feunteun Canna, haCanna's Holy Well e saozneg), ma teuas pirc'hirined e-pad kantvedoù.


Goueliet e vez ar santez d'ar 25 a viz Here.

  1. [1]