Campus Martius
Neuz

Campus Martius (Park Meurzh, e brezhoneg) a oa anv un dachenn e Roma gozh ma veze aotreet an harozed roman da gerzhout dirak ar bobl.
Campo Marzio
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Grennamzer e oa Campo Marzio hag al lec'h tudetañ eus Roma. Hiziv eo anv ur rione (rione IV) e Roma.
E kêrioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Pariz, e Roazhon hag e Naoned ez eus ur Champ de Mars : eno en em ganne ar varc'heien en tournamantoù e-pad ar Grennamzer. Diwezatoc'h en Istor e tibune eno an arme dirak ar bobl. Bremañ n'eo nemet anv ur blasenn pe ur c'harter. Tachenn Veurzh a zo bet graet eus an anv gant brezhonegerien zo.