Kolkata

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Calcutta)
Kolkata en India
Kolkata en India

Kolkata (en hindieg कोलकता [kolkata], e banglaeg কলকাতা ), bet Calcutta gwechall, zo ur gêr vras eus India, annezet gant 5 milion a dud pe war-dro (14 milion en tolpad-kêrioù).

Emañ Kolkata war ribl unan eus brec’hioù ar stêr Ganga, ar stêr Hugli, nepell diouzh Pleg-mor Bengal. Kêr-benn Kornôg Bengal eo, hag an trede kêr vrasañ eus India eo, goude Mumbai ha Delhi.

Etre 1700 ha 1912 e oa kêr-benn India pa oa hi un drevadenn eus Breizh-Veur. Goude-se e oa kêr-benn Bengal, betek 1947. En amzerioù-se e oa anavezet dindan an anv saoznekaet Calcutta. E 2001 e voe cheñchet an anv ofisiel a zeuas da vezañ Kolkata, diwar ar stumm banglaek orin.

Ur greizenn a bouez eo bet Kolkata evit an emsav broadel indian. E Kolkata e vevas ar skrivagner Rabindranath Tagore, tapet gantañ Priz Nobel al lennegezh, ha skrivet gantañ kan broadel India ha hini Bangladesh. Aerborzh Kolkata zo bet anvet diwar anv ar stourmer politikel "Netaji" Subhash Chandra Bose.

Un taksi e kreiz kêr
Un taksi e kreiz kêr

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.