C'hoarioù europat
Neuz
Ar C'hoarioù europat a zo ur genstrivadeg liessport, aozet gant Poellgor Olimpek Europa, hag a vez dalc'het bep pevar bloaz en ul lec'h disheñvel.
C'hoarvezet e oa ar c'hentañ dalc'h anezhi e Bakou, kêr-benn Azerbaidjan, adalek an 12 betek an 28 a viz Mezheven 2015, gant atletourien o tont eus hanter-kant bro. Sed amañ da-heul an diskiblezhioù kinniget :
- atleterezh
- badminton
- basketball (tri ouzh tri)
- BMX
- boks
- gouren
- gwaregata
- iskrim
- jiminas
- judo
- kanoe-kaiak (redadeg a-renk)
- karate
- korolladeg-dour
- marc'h-houarn Treuz Bro (MTB)
- marc'hhouarnerezh war an hent
- mell-droad (war draezh)
- neuial
- sambo
- splujañ
- tennis-taol
- taekwondo
- tennañ
- trampolin
- triatlon
- volley-ball
- volley-ball (war draezh)
- water-polo