Taekwondo

Eus Wikipedia
Krogad Teakwondo e 2012

An Taekwondo zo un arz brezel hag ur sport emgannañ deuet eus Korea. Implijet e vez kalz an taolioù-troad en taekwondo. Ijinet e oa bet er bloavezhioù 1940-1950 gant arzourien brezel eus Korea. Ar re-se a oa bet desket mat war arzoù brezel evel ar c'harate, arzoù brezel Sina, met ivez war arzoù brezel hengounel Korea evel an Taekkyeon, Subak ha Gwonbeop. An aozadur koshañ o ren an taekwondo eo ar C'horea Taekwondo Association (KTA), savet e 1959 dre ur striv unvaniñ gant an nav c'h-kwan, pe skolioù arz brezel diazez e Korea.

O c'hourdoniñ dirak arvesterien eus an Taekwondo