C'hlodio

Eus Wikipedia
Poltred C'hlodion, hervez ur vedalenn c'hall, graet gant 1720, gant Jean Dassier (1676-1763)

.

C'hlodio (war-dro 392 -448 ) pe Chlodio, Clodio, Clodius, Clodion, Cloio, Chlogio) a oa roue ar Franked Salian en Dierniezh Verovingian.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Gregor Teurgn e voe anvet da roue war-lerc'h Teodomir, hep na oufemp pe e teuas tre war e lerc'h pe meur a vloaz goude.

E 428 e klevas C'hlodio e oa dizifenn kêrioù Gallia Belgica. En amzerioù-se e oa bet kemeret kalz soudarded er broioù-se gant ar jeneral roman Aetius da stourm ouzh ar Vizigoted. Aes e voe dezho trec'hiñ war ar Romaned ne oant ket war evezh. Kemeret e voe Tournai gant C'hlodio, ha Cambrai, hag ar vro betek ar stêr Somme. N'eo ket preizhañ aes eta a felle dezhañ ober met astenn e c'halloud war ur vro etre ar Roen, ar Somme, ar Meuse ha Mor an Hanternoz[1].

En 431 edo C'hlodion o lidañ eured unan eus pennbrezelourien e arme nepell diouzh bourk Helena — e-kichen Arras moarvat— hag argadet e voe gant ar jeneral Aetius hag letanant Majorien. Ar jeneral a felle dezhañ adkemer an douaroù aloubet gant ar Franked. C'hlodio ne oa e-tailh da stourm, ma rankas tec'hel. Koll a reas evel-se ar vro gounezet diwar-goust an Impalaeriezh roman en tu-mañ d'ar Roen.


Ren a reas e-pad 20 vloaz, ha mervel war-dro 450. N'anavezer ket anv e wreg, n'ouzer ket pet bugel en doe. Tad e vije da Mérovée.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]