Butherich
Butherich pe Buthericus (e latin), aet da Anaon e 390, a oa ur jeneral roman a orin c'hotek.
N'ouzer ket pegoulz e voe ganet. Dindan ren an impalaer Theodosius Iañ edo Butherich o tiwall kêr Thessaloniki evel magister militum.
E miz Even 390, hervez Sozomenos, an istorour roman kristen, en doa lakaet herzel ur bleiner karrigell brudet eus sirk Thessaloniki. Hennezh, un heñvelreizhad brudet, a oa bet harzet hervez ul lezenn nevez-embannet gant an impalaer, diwar-benn "ar sioù dinatur", kastizet gant ar marv. Ar boblañs a oa en em savet gant ar gounnar a-enep an harzadennn. Broudet e oa an an emsaverien kement gant an enebiezh ouzh ar C'hoted hag o c'hoant da harpañ ar sportour. Lazhet e oa bet Butherich gant an engroez tud er sirk. Theodosius, evel respont, a laoskas e soudarded, Goted anezho, da gastizañ ar boblañs. Ma voe neuze eus Lazhadeg Thessaloniki.