Bugel-bihan
Neuz
Ar vugale-vihan eo bugale ar mab pe ar verc'h, hervez sellboent an tad-kozh pe ar vamm-gozh. Ur bugel-bihan a c'hall bezañ ur mab-bihan, pa vez ur paotr, hag ur verc'h-vihan, pa vez ur plac'h.
Gizioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hiz a veze, betek ar bloavezhioù 1960, da reiñ d'ur mab anv-badez e dad-kozh, ha d'ur verc'h anv-badez he mamm-gozh. Un hengoun kozh eo en Europa, pa seller ouzh istor anvioù priñsed evel Ermengarde, Foulk, Jafrez.
Hiziv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eo ket ken pouezus al liamm etre ar vugale-vihan hag o zud-kozh, dre ma vevont alies pell an eil re diouzh ar re all.
Bugale-vihan er sevenadur poblek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar C'habellig Ruz zo ur plac'hig o vont da weladenniñ he mamm-gozh, er gontadenn hollvrudet.
- Heidi zo ur romant hag a gont troioù-kaer ur plac'h vihan e ti he zad-kozh en Alpoù, e Kanton Graubünden e Suis.
- Sniegouritchka eo merc'h-vihan an tad-kozh Nedeleg er sevenadur rusian.