Vefa Sant-Pêr
Neuz
(Adkaset eus Brug ar Menez Du)
Vefa Sant-Pêr, Vefa de Saint-Pierre e galleg, kontez Geneviève de Méhérenc de Saint-Pierre en ti-kêr, Brug ar Menez Du hec'h anv barzhez, bet ganet d'ar 4 a viz Mae 1872 e Plian hag aet d'an Anaon d'ar 16 a viz Even 1967 e Sant-Brieg, a oa un emsaverez hag ur skrivagnerez vreizhat.
E 1930 e voe degemeret e Gorsedd Breizh ma voe lesanvet Brug ar Menez Du. Harp a roas da Gelc'h Keltiek Speied, a zo bet anvet « Brug ar Menez » en enor dezhi. E 1949 e reas ar c'hentañ akta divyezhek e ti un noter.
Perc'hennez maner Menez Kamm e Speied e oa.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Les Émeraudes de l'Inca, romant bet skrivet asambles gant Fernand de Saint-Pierre, Pariz, Les Gémeaux, 1923
- Iverzon gwelet gant eur Vretonez, lakaet e brezhoneg gant Dirnador, Moulerez Thomas, Gwengamp,1933
- Houidi kalet, pennad moullet war Arvor niv. 160, 11 C'hwevrer 1944, p. 4.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Claire Arlaux, Une Amazone bretonne - Vefa de Saint-Pierre, Éditions des Montagnes Noires, 2016 (ISBN 978-2-919305-87-2)