Broioù ar Jeneraliezh
|
Broioù ar Jeneraliezh, pe Generaliteitslanden en izelvroeg, a oa douaroù d'ar Proviñsoù-Unanet (Izelvroioù a hiriv) gouarnet war-eeun gant Stadoù jeneral ar Proviñsoù-Unanet. 20% eus douaroù ar Republik a oa dindan ar Jeneraliezh. Kontrol d'ar seizh proviñs emren (Holland, Zeeland, Utrecht, Gelderland, Overijssel, Friesland ha Groningen), ne oa ket a stadoù proviñsel enne, ha ne oant ket dileuriet er gouarnamant kreiz.
Goude Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz e oa chomet an douaroù-se dindan ar Republik, ha kement-se a voe kadarnaet gant feurioù-emglev Westfalen en 1648.
Douaroù e oant ha biskoazh n'o devoa bet Stadoù Proviñsel, pe neuze e oant douaroù dispartiet diouzh o Stadoù, da lavarout eo diouzh o froviñs, a oa chomet e dalc'h an Izelvroioù spagnol:
- Westerwolde ha Wedde : er Jeneraliezh edo lodenn greisteiz aotrouniezh Groningen entre 1594 ha 1619, a-raok bout lakaet e-barzh proviñs Groningen hec'h-unan.
Evit ar broioù all e veze lakaet ar rakger Staats-, da lavarout eo "Stadoù" (jeneral). Padout a reas ar jeneraliezh betek 1795 :
- Staats-Brabant (Brabant ar Stadoù ) : lodenn hanternoz dugelezh Brabant, hiriv proviñs Noord-Brabant ;
- Staats-Vlaanderen (Flandrez ar Stadoù ) : lodenn hanternosañ kontelezh Flandrez, hiriv Flandrez Zeeland , e proviñs Zeeland.