Llansawel (Castell-nedd Port Talbot)
Neuz
(Adkaset eus Briton Ferry)
Llansawel (Briton Ferry e saozneg) zo ur gêr vihan hag ur gumuniezh e kreisteiz Kembre, e bwrdeisdref Castell-nedd Port Talbot.
Emañ er c'hreisteiz da Gastell-nedd, en aber ar stêr Nedd, el lec'h m'en em daol e bae Abertawe. Ul lec'h a bouez e oa gwechall eta, war an hent a-hed arvor kreisteiz Kembre.
Gant an Normaned e veze graet eus an treizh-se La Brittonne hag e 1540 e oa anvet Britanne Fery.[1] Marteze eo kar an anv saoznek d'an elfenn Bryddan a gaver en anv Brynbryddan, a zo e kêriadenn Cwmafan. An anv kembraek Llansawel zo ennañ an elfenn Llan ("iliz") ha marteze an anv Saul[2]. pe ar ger awel.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|