Mont d’an endalc’had

Aberdulais

Eus Wikipedia

Aberdulais zo ur gêriadenn e kontelezh Castell-nedd Port Talbot, e kreisteiz Kembre, e kumuniezh Blaenhonddan. Emañ e goueled Cwm Dulais, el lec'h m'emañ ar stêr Dulais o kemberañ gant ar stêr Nedd, er biz da gêr Castell-nedd.

Nepell emañ lamm-dour Aberdulais, a veze implijet gant labouradegoù houarn gwechall hag a sach kalz touristed bremañ.