Briatadenn
Aller à la navigation
Aller à la recherche

Div c'hoar, livet gant William-Adolphe Bouguereau
Ur briata, pe vriatadenn (eus ar verb briata, deuet eus an anv briad, deuet eus brec'hiad, diwar ar ger brec'h) a vez graet pa gemerer un dra bennak, pe un den, etre an divvrec'h.
Etre tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pa vez daou zen oc'h en em vriata e reont alies gant ur vrec'h en-dro da c'houzoug an den briataet hag unan dindan e gazel, hag e reont ur stardadennn hir pe hiroc'h hervez nerzh o santad.
Neuze e tiskouezont mignoniezh, breudeuriezh, kenhoal pe karantez, hervez o sevenadur. A-wechoù e vez graet ivez evit saludiñ pe evit frealziñ.
Pokat ha flourañ a c'hall bezañ graet war un dro ivez.
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Briatadenn daou c'hoarier goude un abadenn mell-vole.