Kentañ brezel Indez-Sina
Rann eus | Indochina Wars, Brezel Yen |
---|---|
Stad | Indez-Sina c'hall |
Lec'h | Indez-Sina c'hall |
Deiziad kregiñ | 19 Kzu 1946 |
Deiziad echuiñ | 1 Eos 1954 |
Kentañ brezel Indez-Sina a voe ur brezel etre Bro-C'hall ha Republik Demokratel Viêt Nam, bet embannet d'an 2 a viz Gwengolo 1945 gant broadelourien gomunour ar Việt Minh, en Indez-Sina c'hall. Kregiñ a reas e 1946 hag echuiñ a reas e 1954.
Disoc'h ar brezel a voe divod ar c'hevredad, lorc'h ar broioù nevez krouet eus an Impalaeriezh trevadennel c'hall ha rannadur an tiriad vietnamian, ar 17vet ledredenn Norzh a rae al linenn disparti etre an daou lu: nerzhioù an RDV en Norzh, an nerzhioù gall er Su. 500 000 a dud a oa bet lazhet.
Miz Eost 1945: ar Việt Minh, talbenn dizalc'hour vietnamian renet gant ar gomunourion, a denn gounid eus dalc'hidigezh Indez-Sina gant ar Japaniz pemp miz en a-raok (kennaroud brezel ar Meurvor Habask), a gemeras ar galloud en drevadenn c'hall. Gouarnamant da c'hortoz ar Republik C'hall a gasas prim ur c'horfad soudarded ergerzhad evit adkemer an tiriad kollet. Buan a-walc'h e drenkas an darvoudoù goude miz Du 1946 betek degouezhout d'ur brezel etre nerzhioù Republik Demokratel Viêt Nam hag ar C'hallaoued.