Brezel Holland

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar brezel kaset gant Bro-C'hall e 1672

Brezel Holland, pe Brezel an Izelvroioù, pe Brezel ar Proviñsoù-Unanet eo anv ar brezel kaset gant Loeiz XIV, roue Bro-C'hall, etre 1672 ha 1678, hag a echuas gant Feur-emglev Nijmegen.

En un tu e oa Bro-C'hall hag he harperien (Bro-Saoz, Münster, Liège, Bavaria, Rouantelezh Sveden), hag en tu all ar Proviñsoù-Unanet hag an Impalaeriezh Santel, Rouantelezh Spagn ha Brandenburg. Trec'h e voe bro-C'hall, ma c'hallas kemer Franche-Comté ha meur a gêr eus Flandrez.

Kronologiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emgann Coevorden e 1672. Rijksmuseum.
Loeiz XIV o treuziñ ar Roen d'an 12 Even 1672, e Lobith, taolenn gant Adam Frans van der Meulen, 1690