Mont d’an endalc’had

Bretzel

Eus Wikipedia
Bretzel alaman
Skeudenn eus Hortus Deliciarum ma weler ur bretzel

Ar bretzel (diwar an henalamaneg : Brezitella) pe c'hoazh Bretzel, Brezl, hag ivez Breze, Brezn (e Bavaria hag en Aostria), Bretzet pe Bretzga (e Schwabia) pe Bretschl, a zo ur wastell holenet fardet diwar toaz briochenn, dezhi stumm ur skoulm bras. Ur meuz dibar a-orin eus Elzas hag eus Alamagn eo. En Alamagn ez eo arouez ar vouloñjerien abaoe penn-kentañ ar XIVvet kantved, hag e dielloù' zo e vez lavaret e veze implijet da arouez ar vouloñjerien ken abred hag e 1111 [1]. Marteze a-walc'h ez eo ur bretzel a weler ivez el levr Hortus Deliciarum, bet savet e XIIvet kantved en Elzas. Implijet e vez ivez da arouez ar vouloñjerien en Aostria. Brudet eo ivez ar bretzel er Stadoù-Unanet hiziv an deiz. Gant divroidi alaman ha suis e voe degaset eno en XVIIIvet kantved. Hiziv an deiz e reer ivez breztel eus gwastilli bihan strakus ha goloet gant holen gros a vez debret da vare an digor-kalon.


Fardañ bretzel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fardet e vez bretzel diwar dour, bleud, holen ha goell. Ouzhpennet e vez ivez bikarbonat soda, ha poultrennet e vez holen gros a-raok lakaat da boazhañ er forn. Ez-hengounel e ranker debriñ ar bretzel an deiz m'eo bet fardet, ha peurliesañ e vez debret asambles gant ur banne bier.

E Norzheuropa

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E broioù Norzheuropa e kaver kringle (e Danmark hag e Norvegia, kringla e Sveden hag en Island, rinkeli e Finland, diwar ar ger kozh kringla, a dalvez kelc'h pe gwalenn). Ur seurt gwastell heñvel ouzh ar bretzel eo.

Hag ouzhpenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ar prezidant amerikan George W. Bush a voe lakaet diaes d'an 13 a viz Genver 2002. P'edo o sellout ouzh ur c'hrogad mell-droad amerikan er skinwel e lonkas ur bretzel a-dreuz, ha war-nes e voe da vougañ.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]