Bretonische Regierung
Neuz
Ar Bretonische Regierung (alamaneg evit "Gouarnamant breizhat") a oa « gouarnamant harluet » ar vroadelourion vreizhat hag o doa kuitaet Frañs (ur c'hastiz-lazh gant lod anezho) a-c'houde tarzh an Eil Brezel-bed e 1939.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E deroù miz Mae 1940 e veze renet ar « gouarnamant breizhat harluet » gant Olier Mordrel ha François Debauvais en annez Mordrel, 7 Traunsteinerstraße e Berlin. An Trede Reich ne lakae ket daou ziazezer Strollad Broadel Breizh da bennoù kevreidi harluet. Hervez lezenn n'o devoa ket gwir da chom er vro, hogen gant harp gwazourion ar servijoù kuzh a-du gant dizalc'hiezh Breizh e voe roet dezho pep a baseporzh Staatenlos ("divroad"). Olier Mordrel a gemmas e anv en « Otto Mohr », ha Debauvais e « Durieux ».
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Anna Youenou, Frañsez Debauvais de Breiz Atao et les siens, levrenn 3, 1977