Mont d’an endalc’had

Boudika (film)

Eus Wikipedia
Boudika
film skinwel
TitlBoudica Kemmañ
Danvez pennañgwadorged Kemmañ
Tachennbiographical film, film dramael Kemmañ
Bro orinRoumania Kemmañ
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwelsaozneg Kemmañ
Deiziad embann2003 Kemmañ
SevenerBill Anderson Kemmañ
SenarioourAndrew Davies Kemmañ
Lec'h an istorBro-Saoz Kemmañ
AssessmentTest Bechdel Kemmañ
Ur pennad Boudika zo ivez.

Boudika (Boudica e saozneg) a zo ur film-skinwel saoz skignet e 2003 ha sevenet gant Bill Anderson. Gouestlet eo da vuhez Boudika, rouanez pobl vrezhon an Ikened a veve en Enez Vreizh er I kantved goude JK hag a emsavas ouzh aloubadenn al lejionoù roman. N'eo ket bet troet ar film e brezhoneg ha padal e pled gant un darvoud pouezus hag istorel eus buhez ar Vrezhoned.

Gwelout a reer an emgannoù brasañ a reas ar rouanez Boudika gant e strolladoù Brezhoned, da heul marv he fried, ouzh ar c'hampoù hag ar c'hêrioù roman. Doare ar film a zo eeun a-walc'h, n'eus ket kalz a aktourien vrudet, n'eus ket kalz a sonerezh nag a efedoù ispisial hag abalamour da gement-se n'en deus ket graet berzh bras marteze. Hogen chomet eo tost a-walc'h ouzh ar wirionez istorel (hervez an darvoudoù anavezet ganeomp hiziv an deiz), ha feal ouzh boazioù, hengounioù ha buhez ar Vrezhoned kozh en Enez Vreizh e-pad ar c'hentañ kantved war-lerc'h JK.