Mont d’an endalc’had

Bollée (mindrailherez)

Eus Wikipedia


Ar vindrailherez Bollée a oa ur vindrailherez 30 tenn ijinet e 1871 gant ar gall Amédée Bollée er Mañs. Implijet e voe e-pad un nebeud mizioù nemetken da vare brezel 1870-1871 etre Bro-C'hall ha Prusia.

D'an 2 a viz Gwengolo 1870 e voe bac'het impalaer Frañs Napoleon III ha dismantret e arme e Sedan. Daou zevezh war-lerc'h e voe disklêriet an Trede Republik gant deputeed tro-dro da Léon Gambetta ha savet ur gouarnamant nevez da genderc'hel gant ar stourm a-enep d'ar Brusianed. Kalz a fuzuilhoù, mindrailherezioù ha munisionoù a oa bet kollet en emgann Sedan ha seziz Metz. Gervel a reas neuze Gambetta industrielezh hag artizaned Bro-C'hall da broduiñ ar muiañ a armoù ma c'hallent, pe da sevel reoù nevez memes.

Er Mañs e savas an teuzer kleier Amédée Bollée ur vindrailherez nevez, 30 kanol dezhi, ganti ur fust montet war rodoù e doare ur c'hanol kanolierezh. Boledoù galloudus 13 mm a veze tennet gant an arm. Rakkarget e oa ar c'hartouchennoù e blokoù dir a veze cheñchet etre pep tenn. Pemp pe c'hwec'h blok a c'halle bezañ karget ha tennet bep munutenn gant soudarded gourdonet mat.

Implijet e voe ar vindrailherez betek harz-brezel miz Genver 1871. Daoust dezhi bezañ simpl da sevel hag efedus, ne voe ket miret en arme ar Republik nevez peowgir e oa re a batromoù armoù disheñvel a oa bet savet e-pad ar mizioù brezel ha kudennek e c'hallje bezañ bet al liesseurted-se evit rouedad pourveziañ an arme.

Goude miz Meurzh 1871 e tistroas Léon Bollée d'ar Mañs e-lec'h ma krogas da sevel kirri-tan. Ur skouerenn eus ar vindrailherez Bollée a zo e Mirdi an Arme e Pariz.

  • (fr) POMMIER Christophe, La mitrailleuse Bollée, le génie du désespoir, Science & Vie Guerres & Histoire n°77, miz C'hwevrer 2024, p. 82-83
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan