Mont d’an endalc’had

Boko Haram

Eus Wikipedia
  • ██ Tiriad dalc'het gant Boko Haram (21/02/2015)
  • Boko Haram ("berzet eo deskadurezh ar c'hornaoueg", eus ar saozneg book "levr" hag an arabeg حرامharam "ar fall akuizitet") eo an anv boas roet d'an aozadur anvet ent-ofisiel جماعة اهل السنةللدعوة والجهاد, jamā'at ahl as-sunna li-d-da'wa wa-l-jihād « bodadeg sunnit evit ar prezegerezh hag ar djihad »).
    E 2002 e voe savet al luskad-se hag a stourm feuls ouzh gouarnamant Nigeria. Diazezet eo dreist-holl e biz ar vro hag e bal eo lakaat ar charia, lezennoù an islam, da dalvezout er vro a-bezh.

    Lakaet eo Boko Haram war roll an aozadurioù spont gant broioù evel ar Stadoù-Unanet hag aozadurioù evel Kuzul Surentez ar Broadoù Unanet.
    D'ar 7 a viz Meurzh 2015 e tisklêrias rener Boko Haram, Abubakar Shekau, e ra e aozadur al le a feizleunder d'ar Stad Islamek (Da‘ech).

    Boko Haram eo an anv roet dezhañ en haousaeg, ennañ an elfenn haousaek "boko", a dalv kement ha "deskadurezh mod ar c'hornaoueg", pe "deskadurezh laik" (an deskadurezh enebet ouzh an hini a vefe kenteliet er skolioù koranek; "boko" eo ivez an anv roet d'an doare skrivañ haousaek gant lizherennoù latin), mui ar ger arabek "haram", a gaver en islam evit ober anv eus ar pezh a zo "berzet", pe "fall", "direizh". Ster hollek an droienn a zo un dra bennak evel "berzet eo deskadurezh ar c'hornaoueg", pe "pec'hed eo deskadurezh ar c'hornaoueg".

    An daouzek stad nijerian renet gant ar Charia, al lezenn islamek.

    Gant ar sponterezh e ra an aozadur : distrujañ skolioù "fall" ha lazhañ ar gelennerien, ar skolidi, pe o skrapañ (ar skoliadezed eo a vez skrapet dreist-holl), lazhañ kristenien, skrapañ tud evit kaout prizioù daspren, distruj kêriadennoù ha lazhañ an dud enno pa gredont en em sevel a-enep dezho.

    Liammoù diavaez

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.